Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Koulm


Navet devez a Vezeven


SANT KOULM
Abad Iona (521-597)



Koulm a oa ginidik eus Iverzon. Gwad ar rouaned a rede en e wazied. Ar beleg en devoa e vadezet a oe karget da rei d’ezan e genteliou kentan.

Goude-ze e oe kaset en eur manati da beurober e studi, ha d’e bevar bla warn-ugent e oe beleget. O vezan m’en devoa kalz danve, e lakas aneze da dalvezout, hag e savas gante war-dro seiz ha tregont manati neve. Helavar oa da brezek ha dispar da zevel gwerziou kaer da ganan meuleudi e vro a gare evel ma kar eur c’hrouadur e vamm.

Karet a rê ive al levriou ; hogen, en amzer-ze, e oant dibôt, rak skrivet a renkent bezan gant an dorn.

O vezan êt eta eun devez da welet Finnian, abad ar manati m’en devoa grêt ennan e studi, Koulm a gavas an tu d’ober, hep gouzout d’e vestr koz, eur skrid diouz eul levr en devoa heman.

Finnian a c’hoantaas kaout al levr neve ; mes Koulm n’asantas ket rei e labour, hag an afer a oe kaset da Dara, dirak lez-varn Diarmid, roue bras Iverzon. Heman a oa kar tost da Goulm, mes daoust da ze, e tougas eur varnedigez en e eneb : « Da bep bioc’h he leue, emezan, ha rak-se ’ta, da bep levr, ar skrid grêt dioutan ! »

Koulm a gavas disleal ar varnedigez-ze, hag a lakas e gerent hag e vignoned d’en em zevel eneb ar roue. Brezel a zigoras ha Diarmid a oe trec’het. Neuze eskibien Iverzon a eskummunugas Koulm, abalamour m’en devoa diskouezet kalz re a venjanz en kenver e varner.