Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/427

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Mezeven
427
sant koulm

Koulskoude, war beden Brendan, eur mignon d’ezan, e oe lemet an eskummunugen diwarnan, gant ma poagnje hiviziken da c’honid da Jezuz-Krist kement a baganed hag a gristenien a oa marvet er brezel.

Prest goude, Koulm a bignas war eur lestr, ha daoust pegen doanius e kave kuitât e vro, e reas hent warzu Iona, eun enezen eus Bro-Skoz. Daouzek diskib, ha ne oa ket bet falvezet gante en em zispartian dioutan, a oe ouz e heul (563).

Sevel a reas eno unan eus ar brasan manatiou a oe en amzer-ze. Adalek neuze, en em lakas da stourm, gant preder, ouz e dechou fall, hag e teuas da vezan gwellan den a c’halljed kât. Ar vrud eus e vertuziou a reas d’eun niver bras a dud diredek d’e gaout ; eun dudi oa dont d’e vanati, ken laouen e veze an digemer a gaved gantan.

Rei a rê d’an holl aluzen ar c’horf hag aluzen an ene ; ar Skoz-Uhel a oe gonezet a-bez gantan da Jezuz-Krist. E ziskibien a brezegas er C’haledoni, en enezennou tro-war-dro, ha zoken en Islann, ha dre mac’h eent, e savent manatiou neve hag eun tri-c’hant iliz bennak.

Da varo e enebour Diarmid, e reas eun dro da welet ar manatiou en devoa savet en Iverzon. Dre ma kosae, elec’h bihannât e binijennou, o c’hreski eo a rê. Dont a reas, en doare-ze, da rei d’e ene eur gened hag a dreuze e gorf hag a lake anezan da vezan skedus evel korfou ar zent er baradoz.

Mervel a reas d’an 9 a vezeven 597. Ar miraklou a reas epad e vue hag ar re a c’hoarvezas war e ve a lakas e hano da vezan anavezet a-bell ha da chom moullet ken don en kalon e genvroïz, m’eo unan eus ar zent a bedont hag a garont ar muian.

Brud e zantelez a dreuzas ar mor hag a deuas betek Breiz-Izel. Patron eo da barouz Plougoulm, e-tal Kastel-Pol. Eun darn eus e relegou a virer en Gwiklan.

————


KENTEL


Grêt enor d’ho pro !


En amzer-man muioc’h eget biskoaz, eleiz, daoust pegen doanius e c’hall kement-se bezan evite a renk mont eus ar vro, eur pennad bennak eus o bue ; arabad d’eze ankouât kas gante, da vihanan, doujanz Doue, d’o heul dre mac’h eont, rak pa zizrofont d’ar gêr, ne dalvezo netra d’eze gallout lavaret : « Destumet am eus kalz danve, pe gwelet am eus kêr Bariz, » ma n’hellont ket lavaret : « Heuilhet am eus hent ar furnez ha war grenvât eo êt ma fe ! »

Ne refont ha ne lavarfont netra goest da deuler dismegans war o bro. Arabad eo d’eze lavaret : « Piou a ouveo am bezo grêt an dra-man ? Piou a ouveo e vezin bet gant hen-man-hen? » rak Doue a ouveo, ha ne dalvezomp netra, nemet ar pez a dalvezomp dirak e zaoulagad binniget.