ziskib, daoust pegen dife, pegen dizesk ha pegen dister eo. Ar Spered-Santel a verkas e gelennadurez, en eun tôl, en sperejou an Ebestel, hag a verkas anezi ken don ma rojont o bue evit testenian e oa gwir.
II. — Ar Spered-Santel, Doue ar sklerijen, a zo ive Doue ar c’hlanded.
Dre vadeziant an dour, an Ebestel a oa bet glannaet o eneou d’eze gant Hon Zalver Jezuz-Krist. Koulskoude, zoken goude ar vadeziant-se, e c’halled kaout abeg enne alïes awalc’h ; trouz a zave etreze evit an disteran tra. Dre vadeziant an tân, ar Spered-Santel a reas aneze tud neve ; n’int mui evel an aour o tont eus an douar, a zo c’hoaz distum ha sôtret ; henvel int ouz an aour o tont eus an teûz ; distag int diouz ar bed, diouz e zanve ha diouz e lorc’haj ; distag int dioute o-unan ; distag int diouz kement a welont gant daoulagad o c’horf, evit bezan stakoc’h a ze ouz ar pez ne welont nemet gant daoulagad o fe.
III. — Doue ar sklerijen hag ar c’hlanded, ar Spered-Santel eo ive Doue an nerz.
Arôk m’oa diskennet ar Spered-Santel warneze, an Ebestel a grene rak o skeud ; dal m’eo kouezet e dân war o c’halonou, en em lakont da gomz ; prezek a reont Jezuz-Krist, war ar plasennou, en kreiz al lez-varniou hag er prizoniou. Klask a rêr ober d’eze tevel : « Nan ! emeze, prezek a renkomp. » Ha prezek a reont, hag astenn a reont war an douar rouantelez Jezuz-Krist, en eun doare ken souezus m’eo red lavaret : « Dorn Doue a zo aze. »
Penôs int deut da vezan ken helavar ? Dre nerz ar Spered-Santel. Rak petra o devoa ? Pelec’h e oa o deskadurez ? Pelec’h e oa o zenzoriou ? Pelec’h e oa o armou ? Pelec’h e oa o nerz ?
Ar gwirioneziou a roënt da gredi, darn aneze a oa tenval. Ar gourc’hemennou a roënt da heuilh, darn aneze a oe tenn. Ha koulskoude, ar gwirioneziou a zo kredet hag ar gourc’hemennou a zo heuilhet, eus an eil rumm tud d’egile, hag eus an eil bro d’eben.
Penôs int deut a benn eus al labour burzudus-ze ?
Trec’h int bet d’ar bed holl ; skuilhet o deus o gwad kentoc’h eget nac’h Jezuz-Krist. Penôs int deut a benn da vezan ken krenv ? Dre nerz ar Spered-Santel.
IV. — Hirie, evel gwechall, Spered Doue a zo eur Spered a sklerijen, a c’hlanded hag a nerz. Tennan a raïo talvoudegez ac’hanomp, evel ma tennas eus an Ebestel, gant ma sentfomp outan ; tôlomp evez eta da selaou e vouez ; n’eus netra ken gwaz evel enebi ouz ar Spered-Santel.