Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/409

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kentan devez a Vezeven


SANT RONAN
Eskob (VIet kantved)



An ôtrou Ronan binniget a oa ganet en Iverzon ; unan oa eus an tric’hant hanter-kant eskob konsakret gant sant Patrik.

Ar c’hoant en devoa da vevan pell diouz an dud ha tost da Zoue a reas d’ezan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Douaran a reas en Aber-Ildud ; ac’hane ec’h eas hed-a-hed an draouien betek al lec’h m’eman breman ar gêr a zoug e hano, Lokronan [1]. Eno e chomas eur pennad, mes pa welas ec’h ee brud e zantelez dre ar vro, e kemeras an tec’h hag ec’h eas d’en em guzan en koat Neved, en Bro-Gerne.

Sevel a reas e beniti en penn an nec’h ar c’hoat-se, ha diwar dreuz e zor e wele Kemper, Mene-Hom hag ar mor glas. E amezeien a rê o gonidegez diouz o loened ; Ronan a zeskas d’eze en em zizober diouz ar bleidi a rê kalz a

  1. Leveret Lokornan.