Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
1 Mezeven
sant ronan

c’haou oute. En doare-ze e teujont da lakat o fizianz ennan. Paganed a oant ; Ronan a lakas sklerijen ar fe da zevel warneze.

Eun den a oa hag a deue alïesoc’h eget ar re-all war e dro, da glevet gantan komzou Doue. Mes Keban, e vreg, a gave d’ezi e kolle e amzer, ha ne oa ket evit gouzanv an darempred-ze. Ne oa ket awalc’h d’ezi gourdrouz he gwaz; mont a reas eun devez da gaout ar zant d’ober trouz, d’ezan. Kas ’ reas, zoken, dre ar vro, ar vrud en devoa Ronan ar c’halloud da drei en blei, bep loar neve, hag e tebre ken buhan, er c’hiz-ze, an dud hag al loened : « Red eo e lazan, emezi, pe lakat holl chas ar c’harter war e lerc’h. »

Goude bezan savet ar gont-se, e kuzas he merc’h vihan en eun arc’h hag ec’h eas da Gemper da gaout ar roue Gralon, da damall Ronan da vezan debret he c’hrouadur.

Ar roue, ouz he c’hlevet, a gredas e oa gwir ar pez a lavare, hag a roas urz da lakat digas an den santel d’e lez. Pa zigouezas, e reas e stagan ouz eur wezen ha loskel warnezan daou bez ki, naon du d’eze. Ronan a reas eur groaz war e galon hag a lavaras a vouez uhel : « Sentet ouz Doue ! »

Raktal an daou aneval a dec’has en eur harzal. Gralon sebezet a lavaras d’ar zant :

« Servijer galloudek an Otrou Doue, arabad d’ac’h kaout kas ouzomp, ni ho ped; grêt hon deus d’ac’h ’n em skuizan o tont betek aman ; stlapet hon deus ac’hanoc’h d’ar chas da zrailhan ; dallet oamp gant geier ar pez fall-ze. Ha breman, na petra vad a refomp d’ac’h, p’eman Doue a-du ganac’h ? »

Ar zant a respontas :

Netra vad me ne c’houlennan,
Nemet true d’ar wreg Keban :
He bugelig n’eo ket maro,
Ganti en arc’h oe klozet beo.

Pac’h ejod da welet, e oe anavezet ne oa nemet re wir ar pez a lavare. Neuze :

An Otrou Gralon hag e dud,
Souezet bras gant ar burzud,
’N em strinkas dirak sant Ronan
Da c’houlenn pardon digantan.

Evit tec’hel adarre arôk ar vrud, ar zant a ’n em dennas en Hillion, en koste Sant-Brieg, elec’h ma varvas.