Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/408

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Mezeven


————


Ar Galon-Zakr


————


Pa zivizas Doue e roje peurz en e c’hloar d’e grouadurig an den, e tivizas, dre ar memes tro, e renke bezan krouet eur Galon hag a deuje a benn da lakat Doue par d’an den hag an den par da Doue.

Kalon hon Zalver, Doue ha den, a oe ar Galon-ze.

Eus he c’hreiz e strinkas ar Gwad a walc’has an holl bec’hejou ; eus he c’hreiz e oe tennet an eil Eva, an Iliz, Mamm ha magerez ar boblou dasprenet, ma c’hallje an holl dud, betek fin ar bed, adgenel diouti, dre Jezuz-Krist, ha kaout peurz evelse en galvedigez ar c’hloar.

Dre garante Kalon-Zakr hon Otrou, oe eta kaset da benn mennoz ar C’hrouer a c’halv an den da danva e evurusted.

Mes ar bed, en e gozni hag en e baourente, a deu adarre da drei kein d’ar c’halvedigez-ze, kement ha ken bihan ma ne wel ken sklerijen an Iliz o tiskouez d’ezan an hent, pe, mar he gwel, e klask raktal he mougan.

Abaoue 400 vla, ar gaou hag ar gasoni eo gwalet gante skianchou an den : Luther hag ar brotestanted, Jansenius hag e gensorted, Volter hag ar filozofed o deus distaget ha gwentet an dud pell diouz Doue, breinet en o c’hreiz gwrizien ar garante ha ne vev nemet dre Jezuz-Krist hag e Iliz. An denvalijen a spered a zo bras etouez an dud, ha gwasoc’h c’hoaz ar galeded a galon, stad grevus ar re a ra gwall-implij eus ar grasou kinniget d'eze.

Da walc’hi, da domman, da denerât kalonou tud seurt ma zo hirie, zo ezom a Zoue, kouls hag a oa breman zo 1900 vla, mes ezom a zo, ouspen, eus e Galon.

Setu perak eo en hon amzer en em gav disklêriet frêz, evit ar wech kentan, dirak hon daoulagad, devosion ar Galon-Zakr.

Adalek an XIIIet kantved, e par, kouls lavaret, ar goulou-de anezi. Jezuz-Krist a dibabas diou zantez, Jertrud ha Mechtild, da gas etouez an dud ar c’hentan kelo eus e Galon-Zakr. Er XVIIet kantved, e tôl eur sklerijen henvel ouz hini an heol beure ; hirie, goude 200 vla, eman o tostât d’he c’hreiste. [1]

Evel m’eo bet dibabet Mac’harit-Mari da vezan he c’hannad e-touez an dud, ar Frans a zo bet dibabet da vezan hec’h abostol etouez ar broiou. Daoust da gounnar an drouk-spered, prezeget he deus, dre gomz, dre skrid, dre skouer, devosion vras an amzeriou neve. Savet he deus d’ar Galon-Zakr eun iliz gaer war lein Montmartr, ’us da Bariz, ar gêr ma labour enni an drouk-spered, gant ar muian a gasoni hag a c’hevier, da harz an den da dizout e c’halvedigez. Eno e fell da Zoue trec’hi war e enebourien an amzer vreman, war ar re a labour da vougan, da zôtri, da vreinan, da zismantr, en kant giz, kalon an den ; eno e fell d’ezi e teufe an dud d’adori e Galon, d’he digoll, d’he fedi, d’he anaout evel holl Esperans o bue da zont.

  1. Lenn, war-ze, lizerou ar Pabed Pi IX, Leon XIII, ha Pi X.