Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Genver
39
sant gwilherm

e taoulinas war al leur-zi, en eur lavaret ne oa ket dereat d’ezan digemer e Zalver nemet war an douar.

Binnigan a reas e veleien, holl dud e eskopti, ha d’ an 10 a viz genver 1209, e ene, laouen, a nijas da vro an êle.

————


KENTEL


Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz


Bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz a zo ken dishenvel an eil diouz eben ha m’eo dishenvel bue ar c’horf diouz bue an ene. Ar c’horf an eus e lezennou ; an ene he deus he re. Mes evite da vezan dishenvel, e teuont da ’n em glevet. Evelse, bue ar Gouarnamant ha bue an Iliz, evite da vezan dishenvel, a dle kordan an eil gant eben.

An Iliz he deus galloud war dreo an ene, hag he deus he lezennou d’ei hec’h-unan. An Iliz a dle bezan mestrez en he zi hag ar Gouarnamant en e hini, ha pep-hini, diouz e du, a dle poanial da gas an treo war rôk evit ar gwellan.

Ar Gouarnamant hag an Iliz a zo krouet gant Doue o-daou, evit bale dorn ouz dorn war an douar-man, ha malloz d’an neb a laka disparti da zevel etreze.

Ar zant ec’h omp o paouez lenn e vue, pa zavas trouz etre Philip-August, penn ar Gouarnamant, hag Innosant III, penn an Iliz, en em lakas krenn dustu a-du gant ar pab. Greomp eveltan ; pennou-bras an douar-man a fazi alies hep gouzout, meur a wech o c’houzout. Ar pab ne fazi ket ; ar pab eo eskob an eskibien ha tad an holl gristenien ; ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. Gwell eo senti ouz Doue eget senti ouz an dud !




Unekvet devez a viz Genver


SANT HYJIN
Pab ha merzer (154-158)



Seiz devez goude merzerenti ar pab sant Telesphor, Hyjin, mab d’eun doktor eus a Athen ha beleg eus an iliz Rom, a oe laket war Gador sant Per, en amzer an impalaer Antonin.

An daou abostol, Per ha Pol o devoa diazezet Iliz Rom en o gwad, tost da gant vla a oa, hag ar brezel eneb ar gristenien a bade bepred. Neuze, eun den brudet bras dre