e zeskadurez, e hano Justin, neve badezet, a zavas eur skrid kaer hag hen kasas d’an impalaer Antonin evit difenn dirakan e vreudeur hag e c’hoarezed kristen.
« Ar gristenien, [1] emezan, n’eo ket tud dizoue int, p’eo gwir ec’h adoront Doue an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan. Ne renont ket eur vue diroll, evel ma lavar darn, i hag a zo ken dispont dirak ar maro ; n’int ket tud danjurus evit ar vro, i hag eman en nenv ar rouantelez a fell d’eze tizout. O relijion, pa zeller piz, eo gwellan harp a c’hellfe kaout ar gouarnamanchou.
» Ma kastizer aneze eta, n’eo ket abalamour d’o zorfejou hen grêr, mes abalamour d’o hano, hag an dra-ze a zo eun dislealded eus ar re vrasan. Kaerder o c’helennadurez, glanded o bue, o nerz-kalon dirak ar maro a zo souezus hag a ziskoue eman gante hebken ar wirione.
» Sokrat, furan ha desketan den a oa en e amzer, n’eus ket kavet eun diskib da vervel evitan. Jezuz-Krist a zo deut, goulennet an eus ebestel ha merzerien, ha kavet an eus raktal merzerien hag ebestel, en pep rumm tud a deu war an douar, testeni anat e oa eun den-Doue hag eman eta an Holl-C’halloudeg a-du gant ar gristenien. »
Komzou Justin a oa gwir hag a reas trouz. Ar bourreo a baouezas da skei ; ar gristenien a gredas en em ziskouez ; an ilizou kentan a ziwanas war an douar. Sant Hyjin a c’hourc’hemennas ne vije savet na diskaret hini ebet ken, hep goulenn ali an ôtrou ’n eskob, nag impliet war-dro an tiegeziou ar pez a vije bet war-dro an ilizou.
Kroui a reas parouziou gant beleien da chom enne, evit ma vijent kavet pa vije ezom aneze.
Gourc’hemen a reas ive ma vije paeroned ha maeronezed da zerc’hel ar vugale evit ar vadeziant.
Pep tra a luske sevel ha bleunian dindan avel glouar ar peuc’h. Siouaz, ar goanv a reas eun dizro war e giz ; ar brezel etre ar baganed hag ar gristenien a zirollas, ha war benn sant Hyjin e oe skoet da gentan.
Dastum a reas en e wad kurunen ar verzerenti, evel m’o devoa grêt an nao bab a oa bet en e rôk, hag evel ma tlee hen ober ar pemzek tostan war e lerc’h. Eiz-ugent vla e tlee au Iliz chom c’hoaz da vevan dindan an douar.
Sant Hyjin a c’houarnas anezi epad pevar bla ; sebeliet e oe e-tal be sant Per, er Vatikan, 158 vla goude donedigez Hon Zalver.
- ↑ Rei a reomp aman, nan lizer Justin pen-da-ben. mes ar pep gwellan anezan.