Arc’heskob Reims, eontr ar prins, hag eun nebeut eskibien-all, kerent d’ezan holl, kouls lavaret, en em vodas en Kompiegn, hag a dorras an dimezi, war zigare, emeze, ma oa kerentiaj etre an daou zen yaouank. Injelburj a gasas an afer da Rom hag eno e oe kavet fall ar pez a oa bet grêt en Kompiegn. An dra-ze ne viras ket ouz Philip-August, goude klask digareou mezus, da vont gant Agnes, merc’h d’an duk a Verani.
Ar pab Innosant III, goude bezan skrivet d’ar roue, meur a wech, evit e lakat da zont ennan e-unan, o welet ne selaoue ket anezan, a skoas ar rouantelez a-bez abalamour d’ezan.
D’ar 5 a viz c’houevrer 1200, an ogrou, ar c’han, ar c’hleier a davas, en holl ilizou Frans. Evel eur vantel ganv a ’n em ledas war ar vro, hag an dra-ze a badas seiz miz hag eun dra bennak, ken na deuas ar roue da gas Agnes Merani diwar e dro, evit kemer adarre Injelburj, e wir bried.
An arc’heskob Gwilherm a oe unan eus ar re gentan a lakas urz ar pab da vezan heuilhet en e eskopti. Ar roue a c’hourdrouzas anezan, abalamour da ze, muian ma c’helled ober, hep gallout dont a benn d’e lakat da blegan d’ezan, en stumm ebet.
Ouz ar red, an arc’heskob santel an ije gouzanvet ar maro, kentoc’h evit dizenti ouz ar pab abalamour senti ouz ar roue.
Ar boan a reas d’ezan Philip-August a oe dister, en kichen an hini a reas d’ezan eun nebeut beleien eus e eskopti, o ’n em zevel eneb e urziou.
A drugare Doue, ar veleien gez-ze a deuas prim enne o-unan, hag en em strinkas da dreid o arc’heskob da c’houlenn o fardon. Gwilherm, dal m’o gwelas, hep rei amzer d’eze, zoken, da anzav o fazi, o briatas gant teneridigez. Diwar neuze, koumoulen ebet ne lakas yenien da zevel etre an eskob mat hag e veleien, hag ar re a oa bet ar muian en e eneb eo a deuas da vezan ar re hen c’hare ar muian. « Kaer am eus bet ober ma fenn fall, a lavare unan aneze, hag en em zevel en e eneb, eo bet bepred ken chentil ha ken hegarat em c’henver, ha biskoaz n’am eus gallet anaout dre e vouez, dre liou e zaoulagad hag e stumm, skeud an disteran rebech evidon. »
D’ar zul arôk gouel ar Rouane 1209, e oa o prezek en e iliz-veur, pa dapas riou. Eun derzien vras a grogas ennan ; ober a reas e destamant, goulenn a reas e zakramanchou. Pa deujod da zigas e Zoue d’ezan, e savas eus e wele,