Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/389

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Mae
389
sant gregor vii

pez a c’houzanvas, ne stourmas evel ma stourmas evit gloar ha liberte pried Jezuz-Krist ; goude ma wele ar bed holl o ’n em zevel en e eneb, netra n’halle e lakat da grenan, abalamour ennan santelez ha nerz-kalon a ’n em bare.

Sebeliet a oe en iliz neve e oa o paouez konsakri ; eleiz a viraklou a c’hoarvezas war e ve. Laket a oe e-touez ar zent gant ar pab Gregor XIII, er bla 1580.

————


KENTEL


Anne an Iliz


An Iliz a zo eun anne hag a skoer warnezi a-gle, a-zeou, a-zindan ha diwar c’horre.

Eun anne, kaer en deus bezan kalet, a deu da zispenn gant an amzer, abalamour m’eo henvel e zanve ouz hini, ar morzol a sko warnan.

Tra souezus, anne an Iliz, elec’h uzan, a uz kement morzol a sko warnan ; uzet en deus hini ar Judevien, hini ar baganed, hini an heretiked, hini ar Vahometaned, hini impalaered an Alamagn, hini rouaned Bro-Zôz, hini rouaned, doktored ha dispac’herien Frans.

Anne an Iliz, abalamour m’eo bet soubet en gwad Kalon Jezuz a zo deut da vezan ken kalet mac’h uzo, da virviken, morzol kement den a skoo warnan, heb uzan tamm ebet e-unan.




C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Mae


SANT PHILIP NERI
Diazezour Urz an Oratorianed (1515-1595)



Philip a c’hanas en Floranz, d’an 21 a viz gouere 1515, hag a oe badezet de arôk gouel Mari-Madalen.

E dad hag e vamm, tud a beadra, a oa ive tud a relijion, ar pez a zo gwelloc’h c’hoaz. O daoulagad a veze bepred o paran war o mab evit e bellât diouz an droug hag e dostât ouz ar vad.

En e yaouankiz, ec’h eas da Rom d’ober e studi. Adalek neuze, ’n em roas holl da Jezuz-Krist. Betek daou ha tri devez e chôme a-wechou hep tamm ; alïes e rê tro ar seiz iliz [1], hag eleiz a dud a veze ouz e heul ; meur a noz-

  1. Ilizou Sant-Per, Sant-Pol, Sant-Sebastian, Sant-Yan-Latran, ar Groaz-Santel, Sant-Lauranz ha Santez-Mari-Veur oa seiz iliz vrasan Rom. Eun dro a beder pe bemp leo eo mont d’eze o seiz.