vez a dremenas en katakombou Sant-Kalist ; mont a rê da welet ar re glanv ; rannan rê aluzennou gant ar beorien ; klask a rê lojeiz d’an dremenidi ; hadan rê komzou Doue dre mac’h ee. Sant Ignas, o welet pegen troët oa war an oberou a drugare, a gavas abeg ennan abalamour ma n’ee ket da veleg, hag a lavare e oa henvel ouz ar c’hloc’h a c’halv ar bobl d’an iliz hag a chom e-unan er-mêz ; evit senti ouz e govezour, e resevas ar velegiach da c’houec’h vla ha tregont, hag en doare-ze, e kavas c’hoaz muioc’h a dro d’ober vad.
Karet a rê prezek, ha bemde hen gre, kouls lavaret ; en em zerc’hel a rê ive en lez-varn ar binijen, hag eun niver divent a vugale a c’hanas enni d’Hon Zalver Jezuz-Krist.
Ober a rê studiadegou gant eun nebeut tud yaouank, da gentan en e gampr ; pa deuas houman da vezan re vihan, en eul lec’h-all brasoc’h, hag a oe grêt eun orator ennan. Bemde ’n em vodent ; bep gwech, meur a hini a gomze ; unan, diwar-benn poënt pe boënt eus ar relijion ; eun all, diwar-benn istor an Iliz ; eun trede, war vue eur zant ; kanet vije ive kanaouennou neve, savet toniou d’eze gant ar muziker bras Palestrina.
Da glozan ar studiadeg, Philip a lavare eur gomz santel bennak hag eun tammik peden.
Goude eun nebeut blaveziou, ar studiadegou-ze a oe grêt en iliz Vallisella, hag ar veleien a ’n em garge aneze a yeas da vevan asamblez gant Philip : Urz an Oratorianed a oa diazezet. Gregor XIII a ôtreas anezan dre e lizer Copiosus, en miz gouere 1575.
Ne oa le ebet d’ober evit dont en Urz neve-ze, ha pep-hini a oa libr da vont er-mêz anezan pa gare ; ne c’houlenned nemet eun dra, senti ouz ar reolen keit ha ma vijer ebarz.
Pep-hini, d’e dro, a rê al labouriou disteran, evel skubat an ti, gwalc’hi al listri, ober ar gegin. An Oratorianed a glaske daou dra : en em zantelât o-unan, en eur ober evit ar gwellan o deveriou a veleien, ha santelât o nesan, gwazed ha tud yaouank, dreist-oll, en eur glask hag en eur gemer an tu gwellan da zont a benn d’o gonid da Jezuz-Krist.
Sant Philip oa mignon ar vugale hag ar bôtred yaouank. Laouenedigez e dâl ha madelez e gomzou o devoa eun nerz dispar da jachan aneze etrezek ennan.
Da brosez e ganonizasion, ar c’hardinal Crescenzio a douas e teue alïes, zoken a greiz e bedennou, e-touez ar