Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
25 Mae
sant gregor vii

Toul, hanvet da bab, hen kemeras da vont gantan da Rom. Pevar bab-all [1], an eil war-lerc’h egile, hen dalc’has en o c’hichen ; epad pemp bla warn-ugent, Hildebrand a roas dorn d’eze da wellat stad an Iliz.

Er bla 1049, eur c’honsil bodet en Rom a gondaonas an eskibien hag ar veleien a en em zile gant o arc’hant en kargou an Iliz, pe ne virent ket ar werc’hded kristen a zere ouz an dud gwestlet da Zoue.

Er bla 1055, eur c’honsil bodet en Lyon ha renet gant Hildebrand a dorras c’houec’h eskob en eun tôl ; er bla 1059, eur c’honsil bodet en Rom a gomzas eus an doare da gemer evit harz tud ar bed da bouezan kement war c’houarnamant an Iliz, ’vel pa vije hanvet eur pab neve.

Pa bignas Hildebrand e-unan war Gador sant Per (1073), ec’h embannas urziou ar c’honsilou-ze ; youc’h a zavas mes Gregor VII a zalc’has mat.

En eur c’honsil bodet en Rom (1075), e tennas digant tud ar bed, tudchentil ha rouaned, ar galloud da henvel da gargou uhelan an Iliz.

Ar gemennadurez neve-ze a zisplijas kement ma oe klasket diskar ha lazan Gregor VII ; elec’h souzan, mont muioc’h-mui war rôk an hini reas.

Herri IV, roue an Alamagn, a rene eur vue a oa eur skouer fall evit an holl ; gwerzan rê kargou an Iliz ; gwaskan rê e bobl. Gregor, dre gaer, a glaskas e c’honid, ha pa welas ne rê ket a van ouz e glevet, e eskummunugas anezan. Gant aon da goll e gurunen, Herri a yeas da choulenn pardon ouz ar pab da Ganossa (1077). Prest goude e kouezas en e bec’hed koz ; eskummunuget eun eil gwech gant ar pab, e oe diskaret diwar e drôn gant e bobl.

Adalek neuze, Herri ne zellas ket petra d’ober ; sevel a reas eun arme da vale war Rom. Robert Gwiskard hen diarbennas. Gregor VII a ’n em dennas war mene Kasin. O vezan êt da Zalern da gonsakri eun iliz neve en enor da zant Vaze, e varvas eno, d’ar 25 a viz mae 1085.

E c’her divezan a oe : « Karet am eus al lealded ha kasaet ar fallagriez, ha setu perak e varvan en harlu. »

Gregor a lufras evel an heol en ti an Otrou Doue, galloudus dre e oberou ha dre e gomzou. Labourat a reas da lakat miret lezennou an Iliz, da lakat rei d’ezi he frankiz ha da zispenn ar fals-kredennou.

Pab ebet, abaoue amzer an Ebestel, ne c’houzanvas ar

  1. Viktor II (1045-1057) ; Stephan IX (1057-1058) ; Nikolas II (1058-1061) ; Alexandr II (1061-1073).