Sicut sol effulsit in domo Dei.
Evel an heol e lufras en ti an Otrou Doue.
n Iliz, epad an dekvet kantved hag epad loden gentan an unnekvet, a oa tristidigez vras war he zâl. Ar zantelez ne vleunie ken ; al lealded a oa maro ; ar wirione a oa sebeliet ; an droug a oa trec’h d’ar vad ; an dud ne oant troet nemet da dastum madou ; ar pab a oa gwasket ; pennou-bras an douar a rê o mistri en Iliz ; i eo a hanve ar pabed, an eskibien, an abaded hag ar bersoned, ha rei a rent ar c’hargou alïes d’ar re a ginnige ar muian d’eze.
Dre ze, an eskoptiou hag ar manatiou, eleiz aneze, a oa en o fenn beleien hag a oa beleien dre laer, hep deskadurez ha hep santelez, ha n’eo ket souezus ne dalveze ket kalz gwelloc’h evite an darn vrasan eus ar re a oa dindanne.
Doue, erfin, a gemeras true ouz an Iliz hag a zigasas Gregor VII da rei d’ezi eul lufr hag eur c’halloud evel n’he devoa ket bet c’hoaz.
Hildebrand, a deuas divezatoc’h da vezan Gregor VII, a c’hanas en Sovana, dek leo diouz Sienn, er bla 1020.
Bonizo, e dad, a oa kalvez hag en devoa eur breur, e hano Lauranz, a oa abad en manati Itron-Varia Mene Avantin, en Rom.
Hildebrand a oe savet gant e eontr, a reas anezan eun den desket ha vertuzus. Da bemp bla warn-ugent, Gregor VI a gemeras anezan da skrivagner (1045).
Da varo e vestr, er blavez war-lerc’h, en em dennas en manati Kluny, en Frans ; tri bla goude, Brunon, eskob