Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/386

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386
24 Mae
gouel an itron-varia

hag a gemero ar boan da skrivan da Londrez, da c’houlenn skanvât e boaniou.

Evit trugarekât ar Werc’hez da vezan e ziframmet eus a-dre daouarn e enebourien, Pi VII a lakas ober, bep bla en Iliz, da genver an de m’oa ’n em adkavet en Rom, gouel an Itron-Varia, skoazel ar gristenien.

————


KENTEL


Dibabet o deus ac’hanon d’o miret


Kement hini n’eo ket goest awalc’h da viret ar pez en deus, a dle klask eun all da viret d’ezan e beadra, ahendall e vezo tizet abred pe zivezat.

Bemde e welet tud, hag o deus marteze muioc’h a anaoudegez ha muioc’h a galon evidoc’h, o lezel kurunen aour o badeziant da gouezan er pri. Perak ? nemet abalamour n’int ket bet miret diouz enebourien o zilvidigez.

Doue ra viro n’en em gafe kemend-all ganac’h !

C’houi zo pinvidik, c’houi ho peus yec’hed ha kalon, c’houi zo bugale da Zoue, maget ouz tôl ar Zakramant meulet ra vezo, gant Jezuz-Krist a ’n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit ober d’ac’h bevan eus e vue. C’houi zo kalz muioc’h a zanve en hoc’h ene evit n’eus a nerz en ho kalon hag a ijin en ho spered da viret an danve-ze ha d’e lakat da greski.

Ar pez n’hallet ket ober hoc’h-unan, laket eun all d’hen ober evidoc’h ; daoulinet dirak an Itron-Varia, Rouanez an nenv hag an douar, ha lavaret d’ezi a greiz kalon :

« Kurunen aour ma badeziant, o Itron-Varia, miret-hi war va fenn !

» Youlou santel ma bugaleach, o Itron-Varia, miret-e em c’halon !

» Sklerijen gaer ar fe, o Itron-Varia, miret-hi em spered !

» Gret d’in anaout muioc’h-mui ho Mab, ma karin anezan muioc’h-mui.

» Gret ma rin evit ar gwellan, a vihanik, war an douar-man, ar pez a dlean ober divezatoc’h en baradoz an Otrou Doue ! »

En em roët evelse d’ar Werc’hez, korf hag ene, gant kement tra ho peus ; fizianz a c’hellet da gaout enni ; hi a viro d’ac’h ho fe, ho furnez, ho santelez ; hi ho miro.

Hen gouzout a ran, ne fazian ket ; scio cui credidi.