Pa gave peorien mezus, e rê an dro evite, gant muioc’h a aked eget pa veze oc’h ober evitan e-unan ; dre e aluzennou, e tennas evelse eleiz diwar hent an dizenor hag an dizesper.
Yun a rê diwar bara ha dour, de arôk goueliou ar Werc’hez, hag evel sant Fransez, e rê eur c’hoaraïz a-bez en he enor, adalek gouel Per ha Pol betek gouel Maria Hanter-Est. Eur rozêra a lavare bep sadorn hag eur chapeled en deveziou-all. Kement a zevosion en devoa da hano Jezuz ma lavare anezan en pep lec’h hag en pep mare.
Pa gave bugale war e hent, e lavare d’eze : « Lavaret Jezuz, bugale, lavaret holl Jezuz. » Awechou-all, e rê d’eze lavaret : « Deo gratias ! »
Ar vugale a oa deut ha ne oa ket ezom da c’hourc’hemenn d’eze ; dal ma welent ar breur Felix, e youc’hent a-bouez penn :
— Deo gratias, breur Felix, Deo gratias !
Hag hen a dride e galon hag a deue an daerou en e zaoulagad hag a responte ive krenvan m’halle :
— Deo gratias, ma bugale ! Doue d’ho pennigo ! Deo gratias !
Pa gleve lenn ar Basion d’ar zun santel, e ouele kement ma c’hlebie al leuren endro d’ezan.
Rei a reas e ene d’e Grouer, d’an 18 a viz mae 1587.
E gorf, hag a oa kaledet ha rouzet gant an amzer, a deuas raktal goude e varo da vezan gwenn ha tener evel hini eur bugel ; miret eo c’hoaz en e bez en iliz menec’h sant Fransez, en Rom.
E hano a oe laket war roll an dud eürus gant ar pab Urban VIII, er bla 1625, ha war roll ar zent gant ar pab Beneat XIII, er bla 1724.
Paourente a zo e-touez an dud ; darn a zo hag hen diskoue ; stankoc’h eo ar re hen kuz ; ar gristenien o deus eun tamm peadra a dle anaout ar re a zo o vevan endro d’eze ha ne gredont ket astenn an dorn.
Ober a reont d’ar beorien mezus-ze ar vad a c’hellont, n’eo ket hepken heb hen embann, mes en eur guz o madoberou gant kement a evez hag a laka re-all da goach o fec’hejou.
« An dorn kle, eme Hon Zalver, ne dle ket anaout al largente a skuilh an dorn deou. »
Arôk rei, ne zellont ket pe eman ar re o deus ezom diouz o c’hostezen pe n’emaent ket ; sellet a reont ouz ar baourente hag ouz netra ken ; ober a reont evel an Otrou Doue a lak e heol da baran war ar re vat ha war ar re fall, hag evel Jezuz-Krist, a skuilhas e wad evit an dud holl.