r zervijer bras-man d’ar Werc’hez Vari a c’hanas en Viterb, er bla 1668. Perig oa e hano badeziant. E vamm a lakas da ziwan abred en e galon eur garante dener evit ar Werc’hez ; da bemp bla, e kasas anezan da iliz Itron-Varia Della Quercia, hag eno e kinnigas hag e westlas anezan da Rouanez an nenv hag an douar : « Sell, ma bugel, emezi da Ber, setu aze da vamm, rei a ran ac’hanout d’ezi evit bepred. Kar anezi eus a greiz da galon ! »
Adalek neuze, Per ne c’halvas ar Werc’hez nemet e vamm hag e Itron.
Yun a rê bep sadorn ha derc’hent he goueliou en he enor. Aketus oa d’he fedi ha hi a selaoue e bedennou.
Eun devez e oa pignet en beg eur wezen gant bugale-all eus e oad ; en eun tôl krenn, ar skourr ma oant warnan a dorras ; holl e oent glazet. Perig hepken en devoa pedet e vamm, ar Werc’hez, ha n’en devoa bet droug ebet.
Da dek vla, e gerent a lakas anezan en ti eur eontr d’ezan a oa kereer. Bep sun, pa vezed kontant eus e labour, e veze roët eur gwenneg d’ar pôtr. Heman a rede raktal da brenan gantan eur boked : « Roët d’in unan kaer, avat, emezan d’ar marc’hadour ; rak hennez a zo da vezan kinniget d’eun itron vras ; » hag e kase e brof d’an iliz dirak skeuden ar Werc’hez ; eno e chôme pell amzer, ha ne gleve na ne wele netra nemet Jezuz ha Mari.
Da bemp bla warn-ugent, e c’houlennas bezan digemeret en Urz sant Fransez.
Neuze e kemeras an hano a Grispino. Evel Felix a Gantalis, ne falvezas ket gantan soursial eus netra nemet eus al labouriou-dorn ; n’en em gave ket santel awalc’h da bignal ouz an ôter.
Kaset e oe, da gentan, da Dolfa, hag eno e oe laket da geginer. E gentan preder a oe sevel eun tammik ôter vihan d’ar Werc’hez en e gegin, hag eno e kane bep noz, gant daou genvreur d’ezan, litaniou e vamm vat.
Eus Tolfa, Krispino a oe kaset da Rom da blêal gant ar re glanv ; ne chômas ket pell eno, rak re uhel karg a