Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Mae
377
sant felix a gantalis


Kentan devez warn-ugent a viz Mae


Sant Felix a Gantalis
Lean eus a Urz sant Fransez (1513-1587)



Felix a c’hanas en Kantalis, en harz an Apennen, er bla 1513. E dud a oa paour hag a veve diouz an tiegez a oa gante.

Felix, dal ma c’hallas ober eun dra bennak, a oe laket da ziwall al loened war ar mêz, hag eno e chome pell da bedi en harz troad eun derven en devoa grêt eur groaz en he feilhasken.

Da zaouzek vla ec’h eas da vesaër da di eun ôtrou, Mark Tulle Pichi e hano.

Klevet an oferen ha kommunian a rê alïesan m’helle. Pa oe krenvoc’h, e krogas en lost an alar hag ober a rê evit ar gwellan kement tamm labour a veze fiziet ennan. Miret a rê yuniou an Iliz, daoust ma laboure epad an de ; enebour touet oa d’ar geier ha d’an drouk-prezegerez.

Da dregont vla, ec’h eas en Urz sant Fransez ; d’ar re a glaske e ziarbenn da vont ennan, war digare m’oa striz, e lavare : « Kouls eo ganin bezan manac’h penn-kil-ha-troad, kement ha bezan. »

Pevar bla goude, e oe kaset da Rom hag eno e oe kester epad daou-ugent vla. Epad ma veze oc’h ober e dro, e lavare, beb an amzer, d’e genvreur : « Ah ! ta ! ma breur, ar chapeled en dorn, an daoulagad war an douar hag ar spered en nenv. »

Ar zuliou ha goueliou, e tremene e amzer oc’h ober tro an hospitaliou, da welet ar glanvourien a veze enne.

N’eo ket spered eo a vanke d’ezan. Eun devez, ar brinsez Kolonna a ’n em gavas gantan. Prometet en devoa d’ezi kroaziou, ha goude en devoa renket o rei da re-all. Ar brinsez a lavaras d’ezan, en eur vousc’hoarzin :

— Setu aze hag a zo brao, ma breur, prometi ha chom hep rei.

— Nag a dreo, eme ar breur Felix, hag a brometomp da Zoue hag a chomomp hep rei d’ezan goude !

Sant Philip Neri hag hen a oa daou vignon bras ; alïes en em gavent an eil gant egile ; eun doare o devoa d’en em zaludi ha n’oa ket henvel ouz hini an dud-all, rak elec’h souheti yec’hed an eil d’egile, e souhetent an eil d’egile gouzanv poan evit Jezuz-Krist.