Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Erwan


Naontekvet devez a viz Mae


SANT ERWAN
Advokad, barner ha beleg, patron Breiz (1253-1303)


Ne ’z eus ket o Breiz, ne ’z eus ket unan,
Ne ’z eus ket eur zant evel sant Erwan.


Erwan Helouri, mellezour ar veleien, burzud e arnzer, advokad ha tad ar beorien, an intanvezed. an emzivaded, patron Breiz, a oe ganet en maner Kervarzin, e-tal kêr Landreger, d’ar 17 a viz here 1253, er c’houlz ma oa Innosant III war Gador sant Per ha Yan ar Rouz war drôn duked Breiz.

Tanguy Helouri, e dad, a oa bet en brezeliou ar Groaz, gant sant Loeiz, hag en dizro oa dimezet da Azou ar Genkiz, eus a Beurit.

Erwan oa an eil eus a bemp. E vamm a lavare d’ezan : « O ma mabig, bez fur, ma vezi eur zant, eun de ! » hag ar c’hrouadur a responte : « N’am eus ken c’hoant, ma mamm. »

Goude bezan bet eur pennad er skol en presbital Pleubian hag en manati Beauport, ec’h eas da skol-veur Pariz, a oa pemp mil warn-ugent den yaouank o heuilh anezi hag a oa en he fenn mistri brudet dre ar bed holl, evel Albert ar Bras, sant Bonavantur ha sant Thomas Akin.

Erwan en devoa pevarzek vla (1267). Derc’hel a reas ken mat d’ar c’henteliou roët d’ezan gant e vamm arôk mont eus ar gêr, ma tremenas dek vla en kreiz trouz ha dizurz ar gêr vras, hep ma vije bet goest ar skoueriou fall a gave a bep tu d’ezan d’e lakat da goll e zantelez.

Tec’hel a rê diouz an dud yaouank skanv-benn ha goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Fransez.