Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
18 Mae
sant theodot

pignal eus ar renk izelan d’ar renk uhelan. Mes ar merzer, elec’h ober van ouz ar promeseou-ze, a reas gwap aneze, a zispennas ar relijion bagan hag a reas eur veuleudi vras eus ar relijion gristen.

Ar bobl, ouz e glevet, a youc’has, kement a zroug a oa ennan ; beleien an doueou, gant ar gounnar, a rogas o dilhad hag a vruzunas o c’hurunennou ; roët e oe urz raktal da astenn Theodot war eur marc’h-koat ha d’e gastizan gwasan m’helljed.

Ar gouarner a grede gallout dont a benn anezan en doare-ze ; mes Theodot a bede Jezuz-Krist, « esperanz an dud dizesperet, » hag a c’hallas gouzanv e boaniou hep fallgaloni. O welet n’helled ket e blegan, e oe roët urz d’e zibennan. E verzerenti glorius a zigouezas er bla 304.

————


KENTEL


Diwar-benn an hostaleriou


Micher an hostiz a zo unan ha n’eo ket eus ar re êsan, evit gellout ober enni ar zilvidigez, ha dibôt eo an hostizien vat.

’Us peb hostaleri eman ar c’hiz da stagan eur bod ilheo, mes evit ober mat, ouz an darn vrasan aneze vefe red stagan tri gleze, unan hag a laz ene ar re a ya enne, eun all hag a laz o c’horf, hag eun all hag a doull kalon o c’herent.

I. — En hostaleri e ve lazet an ene. Diwar ar bern teilh, diouz ar min tin, e ve gwelet o sevel eun ezen fall a verk eman ar vreinadurez ennan. Da heul an evaj ive, ne ve gwelet nemet oberou fall, ne ve klevet nemet komzou lous hag a verk petra dremen er galon.

II. — En hostaleri e ve lazet ar c’horf.

Eno e kaver divlaz ar gwin, pe ru pe gwenn,
Tân a renker da lonkan, tân gwisket en melen.

An dir hag ar men a zo kalet hag a deûz ’barz an tân ; korf an den n’eo na dir na men. Penôs ne deûzfe ket ?

III. — En hostaleri e ve toullet kalon ar gerent.

Eno eo en em vodont, kalz pennou-tiegez,
Ne reont van ’vit ankenian bugale ha gwragez,
Dirak gwer ha boutailhou, chomont da c’hlaourenni,
Pa skuilher daerou c’houero war oaled yen o zi.

Dibôt eo an hostizien vat ; nemet muioc’h a ze a verit o deus ar re a zo urz gante, hag a chom heb ober gaou, o werzan o zreo re ger, pe o werzan treo re fall d’an dud a renk ober o disken en o zi, pe o rei da evan d’ar re ha n’o deus dija evet nemet re.