Theodot, an hini en devoa e gennerzet, a oa eun hostiz eus kêr Ancyr, a veze, abalamour ma oa dister e vicher, tôlet nebeut a evez outan, hag a c’hallas evelse ober kalz a vad d’an Iliz.
Hen a ouie pelec’h en em guze ar veleien, hag a gase d’eze bara ha gwin oferen ha ne vezent ket bet kinniget d’an idolou.
E di a oa digor d’ar gristenien forbanet, ha kaout a rent ennan ali ha skoazel ; bezan e oe evite, eme e historier, « evel an arc’h epad an dour-beuz. » Unan eus an oberou a drugare a rê ar muian, oa klask korfou ar verzerien da zebelian.
O vezan klevet e oa bet laket Valanz d’ar maro evit ar fe, eun eiz leo bennak diouz Ancyr, ec’h eas d’e glask hag e teuas a benn da dennan e gorf eus ar stêr Halys, elec’h m’oa bet tôlet gant e vourrevien.
Pa zizroas d’ar gêr, e kavas ar strafuilh dre-oll : seiz kristenez, merc’hed a renk ha merc’hed en oad o seiz, a oa o frosez o ren ; ar gouarner a glaske ober d’eze trei kein d’o relijion. Theodot a bedas kalonek an Otrou Doue da rei d’eze nerz awalc’h da anzav o fe. A drugare Doue, hini ebet aneze ne blegas, ha stlapet e oent o seiz, eur men ouz o goug, en lenn Ancyr.
An de war-lerc’h, an hostiz santel a dennas dre laer korfou ar verzerezed eus an dour. An tôl o vezan bet anavezet, ar gouarner Theotekn a reas ober enklask.
Theodot en devoa c’hoant da vont d’en em ziskuilh, mes e vignoned a viras outan hag a gasas unan aneze, Polychron, da welet, dre douez an dud-all, ar pez a dremene war al leur-gêr.
Anavezet evit bezan kristen, e oe klasket tennan digantan ar wirione ; dirak ar gourdrouzou, Polychron a gemeras aon hag a ziskuilhas Theodot.
D’ar c’helou-ze, heman a zavas da vont d’al lez-varn. En hent e kavas daou vignon a lavaras d’ezan oa tec’hel oa ar gwellan tra an evoa d’ober. Mes hen a gerzas gant muioc’h a hast da gât e enebourien. En em gavet war al leur-gêr, e tôlas eur zell war an tan, war ar gôteriou, war ar rojou ha war an holl benviou a varo.
Theotekn a welas dustu gant piou an evoa d’ober, hag o c’houzout ne deuje biken a benn d’ober aon d’ezan, e klaskas e douellan ; prometi a reas d’ezan gras vat an impalaer hag ar c’hargou kentan en Ancyr. Kredi rê e teuje hep poan ebet da c’honid Theodot, o kinnig d’ezan