Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372
19 Mae
sant erwan

Eun dra hag a weled o vont war gresk ennan, dre ma kosae, oa e garante evit ar beorien. Biskoaz n’eo bet gwelet o chom hep rei an aluzen pa deued da c’houlenn outan. Daou vil skoed leve bennak en devoa diouz e dud, mes n’en devoa netra evitan e-unan ; e dôl a oa digor da gement hini a gare azezan outi ; rei a rê lojeiz d’an dremenidi hag e-unan ec’h ôze d’eze o gweleou, hag evel ma oa re enk e di, deveziou a veze, e reas sevel eun hospital en e gichen.

Eun devez e kavas, war dreuz e zor, eur paourkez den goloet e gorf gant al lorgnez ; digemer a reas anezan gant laouenedigez ; rei a reas d’ezan peadra d’en em walc’hi hag e lakas anezan da azezan ouz tôl en e gichen. An den lor, goude bezan grêt zeblant da zibri eun dra bennak, a zavas en e zav, hag a lavaras en brezoneg : « Doue vo ganec’h ! » Kerkent e teuas da vezan skedus evel an heol hag e pignas en nenv. Erwan a zaoulinas d’an douar, hag epad meur a zevez ne gredas ket azezan ouz eun dôl hag a oa bet Jezuz-Krist azezet outi.

Adalek ar bla 1289, e kreskas e binijennou. Yun a reas tri devez er zun diwar bara ha dour, da verc’her, da wener ha da zadorn. Pa ne yune ket, ne zebre nemet eur pred bemde, bara segal, heiz pe gerc’h, kammed bara gwiniz ; souben ar c’hôl, an irvin pe ar fa, gant holen ; dibôt oa d’ezan lakat enni bleud pe aman.

Gant an dra-ze, Erwan a oa izelek evel eur bugel ; daoust ma oa speredekan den a oa en e vro, ne glaskas nag an enoriou nag ar meuleudiou.

Bale rê bepred, kouls lavaret, war e droad, diou leren, ha netra ken, ouz e dreid ; eur gouriz reun kalet hag eur roched stoup a oa war e groc’hen, hag eur zaë a izel briz war c’horre.

Pa deuas an dud da c’houzout e oa ar prezeger helavar-ze, al lezenner gouiziek-ze, brasoc’h den c’hoaz dre e binijen hag e vadelez, eget dre e ouiziegez hag e zoare da brezek, neuze, nobl ha dinobl, paour ha pinvidik a deuas da garet an ôtrou Erwan evel o zad, ha dal m’hen gwelent, e savent en o zav dre zoujanz evitan.

Erwan, en e vugaleach, a gare kanan, ha klevet kanan gwerziou ar zent koz a ziazezas ar vro. Ar c’hiz oa neuze c’hoari ar Basion (a bade eiz de) ha peziou-all war vueziou zent, o sevel diwarne skouer vat ha kelennadurez kristen evit ar Vretoned. Erwan, ma ne zavas ket a c’hoariou evelse, hen e-unan, a bourchasas, da vihanan, danve d’ar re hen grê. Skrivan reas Bue sent Breiz en Brezoneg. Al levr-ze, grêt gant eur zant, diwar-benn sent e ouen hag