bras ar gristenien, ken brudet e-touez Bretoned Tremor ; Doue hen digas, hep mar ebet, d’am farean ! »
En em vriata a rejont gant teneridigez. Brieg a lakas Rhigal da evan dour fresk binniget evitan, ha gant an evaj-ze e boan a dec’has. Rihgal, dre anaoudegez vat, hag evit miret Brieg en e gichen, a roas d’ezan ar maner en devoa savet en park an derven hag an douarou a oa stag outan, hag en em dennas en eur rann-all eus e leve, en Plouhelion, a oe leshanvet diwar neuze Lez-Helion.
Brieg a ’n em lakas da zevel eun iliz en plas ar maner roët d’ezan gant e genderv, ha tro-war-dro d’ezi, eun daou-c’hant lochen bennak evit e venec’h. Ar gêriaden-ze eo a deuas da vezan, gant an amzer, kêr Sant-Brieg.
Brieg a lakas e venec’h da brezek ar relijion tro-war-dro d’e vanati, hag hen e-unan a dôle plê, gwellan m’halle, ouz o labouriou.
Dek vla ha pevar-ugent a welas, ha d’an oad-ze, pa n’helle mui ober hent war droad, e valee en eur c’harr.
Eun devez, o tizrei eus eun dachen ’oa bet o welet a-bell, e kane psalmou, azezet en e garr, hag ar venec’h, en e rôk, a ziskane.
An noz a deue ; en eun tôl, ar venec’h a dav hag a dec’h, hag en o lec’h, an abad santel a wel eur renkennad bleidi, lemm o skilfou, lemm o lagad, oc’h ober an dro d’ezan hag o klask sailhat war an ejenned a oa sternet ouz e garr. Ar zant a zav e zorn, hag ar bleidi, kerkent, a goue d’an daoulin dirakan, evel evit goulenn o fardon. Mes pa fellas d’ar venec’h aonik tostât ouz o abad, ar bleidi ne felle ket d’eze o lezel.
An treo a badas evelse epad an noz. An de war-lerc’h, eun neventi a zigouezas. Eur Breizad, e hano Konan, o tont eus Breiz-Veur, a oa o paouez douaran gant e zoudarded. Paganed ’oant ha kenvroïz da Vrieg.
Konan, o welet an abad santel gant e varo gwenn ha hirr, azezet war e garr evel war eun trôn, ar bleidi goue daoulinet dirakan o viret ouz ar venec’h da dostât, a lavaras d’e dud :
— Sellet ta ! sellet ta !
— Gwelet a reomp ! eme ar re-man, ken sebezet hag hen.
Konan hag a oa deut da c’houzout e oa an den koz-ze eur manac’h, eur beleg kristen, marteze e genvroad, a lavaras d’ezan : « Tad, tad, ni ne fell d’imp kaout Doue-all ebet nemet da hini ! Red eo dit hon badezi holl aman ! »
Evel pa ne vije bet o c’hedal netra nemet ar ger-ze, evit