Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Mae
355
sant brieg

digeri dor e brizon, Brieg a c’hourc’hemennas kerkent d’ar bleidi en em denn, hag a gomzas neuze laouen ouz Konan. Gourc’hemenn a reas d’ezan ha d’e dud yun epad seiz devez ; epad ar seiz devez-ze, e kelennas aneze, ha d’an eizvet, e roas d’eze ar vadeziant.

Koulskoude, an abad santel a dostae e dermen. Ar c’houec’hvet kantved a oa digor (510). Eur c’hannad a deuas da bark an derven da zigemenn da Vrieg mont da welet Rihgal a oa klanv.

En em gavet en Lez-Helion, ar manac’h a roas d’e genderv bara ar vue a bado da viken hag a lavaras d’ezan kenavo er baradoz. Dizro d’e vanati, ne zaleas ket da dremen e-unan. [1]

————


KENTEL


Bue ar Venec’h


Ar Vretoned, pa zouarjont en Arvor, a oa dija kristenien ; n’o devoa ken beleien nemet beleien-menec’h. Ar veleien-ze eo a brezegas ar fe d’an Arvoriz hag a roas dorn d’ar Vretoned da zevel eur Vreiz neve war zouar Arvor. O bue a oa rannet etre tri dra : al labour-spered, al labour-korf hag ar beden.

Kerkent hag eiz heur ec’h eent d’o devez ; darn a yee da labourat koad ; darn da labourat houarn. Pep-hini a rê ar vicher a ouie ar gwellan ; nikun ne chome hep gonid e vara diouz c’houezen e dâl. Ar venec’h speredekan a renke labourat gant o c’horf, kenkouls hag ar re-all. Da der heur, e teued d’ar manati hag e kroged el labour-spered ; darn a studie, darn a skrive ha darn a rê skol, rak ouz pep manati e oa eur skol, ha ne oa nemet ar venec’h o skola ar vugale, en amzer-ze. Da c’houec’h heur, e kaned ar gousperou hag e vije koan : bara, lez, pesked, uou ha mel, setu ar bevanz pemdeziek ; tamm kig ebet, nemet a-wechou, d’ar zul. Goude ar pred, e veze grêt ar pedennou diouz an noz, ha pep-hini a ’n em denne en e beniti, d’ober eur gourvez ; eur c’holc’hedad foen, hep linsel na pallen, setu ar gwele ; gourvez ennan vije grêt, hep diwiskan an dilhad.

Da hanter-noz, e vezer dihunet hag ec’h eer d’an iliz da ganan an ofis ; dizrei a rêr goude d’ober eun hun-all ; kerkent ha goulou-de, e oa an eil sao, hag ec’h eer da bedi, betek ma teue an heur da stagan gant al labour-korf.

Setu aze ar vue kalet a renas ar zent koz a grouas ar vro-man. En de a hirie, tud berr-wel ha fallakr a glask, gwasan m’hellont, dis-

  1. An devosion evit kentan pastor eskopti Sant-Brieg a zo bet neveaet gant an ôtrou Fallières, eskob er bla 1893. ’Barz ’n eul lizer kaset eur bla arôk da holl gristenien e eskopti, e roas urz d’ober eur gest, de sul ar Pantekost, en holl ilizou evit adsevel chapel sant Brieg, bet adgrêt dija e kerz ar XVet kantved, ha kouezet, kouls lavaret, en he foull.
    A-unan gant ar chapel e oe adsavet ar gouel. Gant sakridigez an ôtrou Dubourg, hirie arc’heskob ar Vretoned, e oe lidet an hini kentan, ar 16 a viz ebrel 1893. Aboue eo bet grêt bep bla, an eil zul goude Pask, herve gourc’hemenn an ôtrou Fallières.