Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Trizekvet devez a viz Mae


SANT BRIEG
Eskob (417-510)
Kentan patron eskopti Sant-Brieg



Brieg a deuas er bed, en Breiz-Veur, war-dro ar bla 417. Pac’h eas sant Jermen da brezek di, evit ar wech kentan, e oe roët d’ezan da gelenn gant e dad.

C’houezek vla goude, pa zizroas (447), e velegas hag e kasas anezan d’e vro. Brieg a gonvertisas neuze e dud hag e anaoudegez. Sevel a reas manati al Lann-Vras, hag e ren a reas epad daou-ugent vla.

Er bla 485, e tiskennas en Bro-Arvor hag e touaras gant e eiz hag eiz-ugent manac’h en aber ar Goued. En kichen, en park an derven, e oa eur Breizad-all o chom gant e dud, e hano Rhigal. Eur pennad a oa ne oa ket yac’h ; Brieg, gant daouzek eus e venec’h, a yeas d’e gaout. Rhigal hen anavezas raktal evit bezan e genderv.

« Sell ’ta, emezan, heman eo Brieg, ma c’henderv, doktor