Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
12 Mae
santez flavia domitilla

O c’horfou a oe sebeliet gant enor en beziou ar Flavianed, eun tammig er-mêz eus kêr Rom, war hent Ardea. Eur porrastel bras ha kaer (a virer c’hoaz en de a hirie) a roë digor da vont betek enne.

Divezatoc’h e oe savet eun iliz ’us d’o relegou santel. Sant Gregor Meur (590-604) a reas enni meuleudi an tri merzer kalonek :

« Ar zent m’emomp e-tal o beziou, emezan, o deus flastret dindan o zreid bleuniou ar bed ; hent ar vue a oa digor kaer dirake, an danve a oa etre o daouarn, ar peuc’h a oa en o zi ha, koulskoude, ar bed, daoust d’e vleun touellus, a oa deut da zizec’han en o c’halon. »

Ar verzerien, sklerijennet gant sklerijen ar Spered-Santel, a oar en em zistagan diouz ar pez a dremen, a wenv hag a deûz, evit en em stagan ouz Doue, an hini a vleunio da virviken en liorzou ar baradoz.

Iliz Sant-Nere ha Sant-Achile, o vont da gouezan en he foull gant ar gozni, a zo bet adsavet gant ar c’hardinal Baronius, en blaveziou divezan ar XVIet kantved. Relegou ar verzerien, goude bezan grêt tro kêr Rom, a oe douget d’o beziou neve, war eur mor a dud, a gan hag a vleuniou.

————


KENTEL


Mistri ha Mevelien


Fazian rêr a-grenn o kredi eo grêt ar paour hag ar pinvidik evit bezan enebourien touet an eil d’egile ; ar c’hontrol eo a zo gwir, grêt int evit en em glevet.

En den, an izili o deus galloud dishenvel ; kement-se ne vir ket oute d’en em ober. Er sosiete, ar paour hag ar pinvidik o deus renkou dishenvel ; kement-se ne dle ket miret oute d’en em glevet, rak ar paour en deus ezom eus a arc’hant ar pinvidik, hag ar pinvidik eus a labour ar paour. En em glevet a refont dal ma klasko an eil mad egile, mad e gorf ha mad e ene ; en em glevet a refont, dal ma vleunio etreze ar garante gristen, rouanez ha mestrez an holl vertuziou.

« Ar garante-ze, eme sant Pol, a zo pasiant, chentil, n’eman ket o klask he mad he-unan ; dougen a ra he c’hroaziou ha gouzanv a ra pep tra. »