Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Mae
351
santez flavia domitilla


Daouzekvet devez a viz Mae


Santez Flavia Domitilla
Prinsez, gwerc’hez ha merzerez


Sant Nere ha sant Achile
he mevelien, merzerien



Betek Neron, an lliz a greskas, sioul ha didrous. Ar brezel kentan en he enep ne zigoras nemet de war-lerc’h tân-gwall Rom, en fin miz gouere 64, ha ne badas nemet pevar bla.

Goude maro Neron, epad seiz vla warn-ugent, an lliz a oe lezet en peuc’h, hag a welas he bugale o stankât endro d’ezi. Eur brank zoken eus familh an impalaer, ar Flavianed a oe badezet en amzer-ze.

Er bla 95, Domisian, dispignet gantan holl beadra ar gouarnamant, a c’hoantaas kargan e yalc’h c’houllo.

Kas a reas dre ar bed eur gourc’hemenn, ma teuje ar Judevien a oa o vevan er-mêz eus o bro, da baean d’ezan an tailhou kenkouls hag ar re a oa er Palestin.

Ar baganed a zelle, evel ar mêmes re, ar judevien hag ar gristenien, hag a c’hoantaas kaout arc’hant digant an eil rumm hag egile. Mes ar gristenien, gant aon d’ober ’vel pa nac’hjent o fe, o ’n em lakat en renk ar judevien, a chômas holl hep paean an truajou neve.

War an digare-ze e stagas Domisian d’ober brezel d’eze.

Ar brinsez Flavia Domitilla, nizez an impalaer Titus, a oe harluet en enezen Pontia gant daou zoudard koz, Nere hag Achile, badezet evelti hag a oa en he servij.

Dalc’het e oent eno en dienez ar vrasan epad meur a vla, rak sant Jerom a lavar en unan eus e lizeriou :

« Paula zo digouezet ganti tremen dre enezen Pontia, brudet gant Domisian, en devoa harluet enni noplan gwreg a oa en hec’h amzer, Flavia Domitilla ; o welet ar c’hamprou enk ha paour ma c’houzanvas enne he merzerenti hirr ha poanius, he deus santet diouaskel he fe oc’h astenn hag ar c’hoant o kreski en he c’halon da welet Jeruzalem hag an douar santel. »

Flavia Domitilla hag he daou vevel a oe laket d’ar maro en Terrasina, en amzer Trajan, an trede impalaer a glaskas beuzi an lliz en gwad he bugale.