Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
11 Mae
sant fransez a girolamo

Grêt en devoa d’eze kemer dilhad pôtr da vont en hent ; mes eun devez, ar vugale, skuiz gant ar bale ha skuisoc’h c’hoaz gant o zad, a lazas anezan en korn eur c’hoat hag a guzas e gorf dindan eur bern strouez.

Mont a rejont goude-ze da Vilan, hag eno, dre laer, e c’helljont en em zilan en arme Charlez II, roue ar Spagn.

Eus Milan e oent kaset da Napl, hag eun devez, en eur redek war-lerc’h laeron meneziou an Abruz, unan aneze a oe lazet. Eben hen sebelias, hi he-unan, hag a zizroas d’ar c’hazern. Charlez Pimentel ’oa an hano he devoa kemeret. Eun devez ma oa gant ar zoudarded-all oc’h ober an exersiz war blasen ar c’hastel neve, ar zant hen gwelas hag hen galvas. « Me garfe ec’h afes da govez ! » emezan.

— Da govez, ha perak ? eme ar zoudard.

— Daoust ha n’out ket eur plac’h, eme Fransez, a ’n em guz evelse dindan dilhad pôtr ! Da wir hano eo Mari Carrier, ha ganet out en Pariz. Arabad d’it klask kuzet da vue ouzin, rak me oar a teus lazet da dad.

— Me n’ouzon ket petra ho peus c’hoant da lavaret, eme Bimentel. Mont a rin d’ho kaout varc’hoaz.

Eun devez ha daou a dremenas, ha da gaout ar zant Mari Carrier ebet ne deuas. Hag hen d’he c’hlask ken n’he c’havas ; hag e reas d’ezi kemer dilhad he renk, kovez, kommunian ha bevan ar rest eus he bue en kristenez vat.

Ar burzud-ze a c’hoarvezas er bla 1688. Fransez a varvas d’an 11 a viz mae 1716. Mari Carrier ne varvas nemet er bla 1727, ha pa oe digoret ar prosez war bue ha war miraklou he c’hovezour, e oe unan eus an testou a oe klevet da gentan. Ar pab Gregor XVI a lakas Fransez Girolamo e-touez ar zent, er bla 1837.

————


KENTEL


Doue ne zilez ket ar pec’her


Doue ne goll gwech ebet ar gwel eus eun ene, daoust pegen pell bennak e c’hell tec’hel dioutan war hent an droug, daoust pegen izel bennak e c’hell kouezan war hent an ifern, rak an ene a zo bet merket gant gwad Jezuz-Krist, ha kaer en devo an drouk-spered he labean, birviken ne ziverko ar pez a verkas galloudekoc’h evitan.

Doue a heuilh ar pec’her epad e vue, hag en deus mil doare dishenvel d’hen gervel da zizrei d’ar gêr. Eur c’holl, eur c’hlenved, eur maro a lak eur banne sklerijen da darzan ’us d’ezan, ha ma kar neuze mont da gaout ar beleg, eman kavet gantan ar vue a gas d’an hini a bado da viken.

Doue hon galv ; arabad d’imp dale da zizrei ; an devez warc’hoaz n’eo ket da lavaret hen gwelfemp. Ar c’hras a deu d’imp hirie, ma n’he lakomp ket da dalvezout dustu, piou oar ha nerz awalc’h hon devo d’hen ober goude-ze ?