Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Mae
347
sant antonin

Yaouank c’hoaz e oe hanvet da c’houarn manatiou Fiezol, Korton, Gaëtan, Floranz, Sienn, Pistoa, Napl ha Rom. En pep-hini aneze e lakas miret ar reolen, n’eo ket hepken dre e gomzou, mes ive dre e skoueriou.

Epad ma oa en Napl, arc’heskob Floranz a varvas. Ar pab Eujen IV a c’hourc’hemennas da Antonin kemer e blas.

An arc’heskob neve a zalc’has da vezan en e eskopti ar pez oa bet en e vanati ; e dôl, e wele, e gampr, holl dreo e di n’o devoa nemet liou ar baourente. C’houec’h den a oa en e zervij, hag o faean a rê en eun doare ma ne vijent ket o c’hedal kaout eun dra bennak digant kement hini a deuje d’an eskopti.

Bep sul ha bep gouel e prezege en hini pe hini eus ilizou kêr.

Eur c’hoari neve a oa deut ar c’hiz anezi er vro, ha pôtred yaouank Floranz a golle ganti eleiz a arc’hant ; ar gerent a glemme.

An arc’heskob a zifennas ar c’hoari-ze, dindan boan a eskummunugen. Mont a rê e-unan d’al lec’hiou c’hoari ; ober a rê d’ar c’hoarierien tec’hel, diskar a rê an tôliou ha stlepel d’an douar ar c’hartou hag an arc’hant.

Ober a rê d’ar re a wele o komz en iliz, hep digare, mont er-mêz.

N’en devoa aon ebet oc’h enebi ouz ar re a wele o walan an Iliz hag he gwiriou.

Rannan rê e beadra en ter loden ; ar c’hentan hag ar vihanan a oa evit an ti ; an eil, evit kempenn e balez a oa prest da gouezan ; an drede hag ar vrasan a oa d’ar beorien.

E gomzou o devoa eur c’halloud dispar. Eun den eus Floranz, evit de kentan ar bla, a zigasas d’ezan eur baneradig frouez, en esper kaout eur c’haer a zêrou mat. Ar zant, evit diskouez e anaoudegez vat, ne reas nemet lavaret d’ezan : « Doue d’ho paeo ! » Egile a yeas kuit tenval e benn. An arc’heskob o vezan deut da c’houzout e oa droug ennan, a c’halvas anezan war e giz hag a lakas dirakan, war eur bladen eus ar valanz, ar banerad frouez, ha war ar bladen-all, ar geriou-man : « Doue d’ho paeo, » skrivet war eun tamm paper. Ar paper ne oe ket nec’het evit gwintran ar frouez ; o ferc’hen mezek a c’houlennas e bardon.

D’an oad a dek vla ha tri-ugent, Antonin a gouezas klanv gant an derzien ; goulenn a reas e zakramanchou, ha d’an 2 a viz mae 1459, derc’hent ar Yaou-Bask, e tremenas en peuc’h ar C’hrist, en eur lavaret : « Serviji Doue zo bezan roue. »