Ar zent o deus diazezet an Iliz er vro-man, o deus laket hon zud koz da gemer giziou kaer, giziou kristen, a zo deut betek ennomp, a rumm da rumm, hag ouspen ar vez, e vefe pec’hed d’imp o lezel da vont d’an traou.
Evit trugarekât, petra zo kaeroc’h da lavaret eget « Bennoz Doue d’ac’h » ? War dreujou eun ti, petra zo kaeroc’h da lavaret evit saludi ar re a zo ennan eget « Doue d’ho pennigo » ? Ha petra zo kaeroc’h da glevet, evit digemer, eget « Bennoz Doue d’ac’h » ?
Pa gimiader diouz eun den klanv, petra zo kaeroc’h da lavaret d’ezan eget « Doue da rei gwelloc’h yec’hed d’ac’h » ?
Pa gomzer eus eun den êt da anaon, penôs komz kaeroc’h anezan eget o lavaret : « Hen-ha-hen, Doue d’hen pardono » ? Pa rêr kest en iliz, petra zo kaeroc’h da lavaret d’ar re a ro prof, eget « Doue d’ho paeo » ? Pa gomzer eus sakramant an Oter, petra zo kaeroc’h da lavaret eget « Ar zakramant, meulet ra vezo » ?
Kemeromp giziou koz ha kristen hon tadou, ha deskomp aneze d’hon bugale. Kant « bonjour » ha kant « merci » n’eus ket kement a c’hened hag a dalvoudegez enne evel ma zo en eun « Doue d’ho pennigo ! » hag en eur « Bennoz Doue d’ac’h ! »
ransez a deuas er bed en Grotailh, eur gêriaden tost da Darant, en Itali, d’ar 17 a viz gwengolo 1642.
Ar c’hosan oa eus a unnek. E gerent, o welet e aked ’vit ar studi hag ar beden, hen lakas war an hent da vont da veleg, ha d’an 18 a viz meurz 1666, e pigne ouz an ôter.
Pemp bla goude-ze, e oa digemeret en Kompagnunez Jezuz.
Diskouez a reas kaout c’hoant da vont d’an Indez pe d’ar Japon da brezek ar fe ha da skuilh, marteze, e wad evit Jezuz-Krist.
« Evidoc’h c’houi, a lavaras e vistri d’ezan, an Indez hag ar Japon a zo en Napl ; ar broudou hag an drein a gavfet en ho labouriou pemdeziek a vezo ho merzerenti. »