Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/346

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
9 Mae
sant gregor a nazianz

I. — Ar vignoniach zo red blaveziou evit he c’hroui hag a ve torret en eun hunvre. Piou n’en deus ket baleet war hent ar vue, dorn ha dorn ha kalon ouz kalon gant unan bennak ha n’en deus darempred ebet gantan ken ?

Kement-se a c’hoarvez gant an holl. Trei a rêr kein an eil d’egile, abalamour mac’h a re vat pe re fall an treo, en eun tu pe eun all.

Souezus eo nag a vignoned a chom ouz an drez, pa gouezer eus an eürusted er baourente ; nag a vignoned a chom a-drenv, pa bigner eus eur renk izel da unan uhel.

II — Mignoniachou zo eta hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, mes bezan zo re-all hag a renker da derri, daoust pegen kalet e vefe hen ober.

Ar vignoniach a dle hon dougen d’ar vad ; ma tigouez ar c’hontrol, ar vignoniach, anat eo, a zo sec’h he deliou, ha brein he gwriziou, ha n’eus nemet eun dra d’ober outi, he zennan hag e stlepel pell diouzoc’h ; anez, an disteran tra a lako an tân enni hag a luduo ho prud vat hag ho santelez.

Red eo en em zispartian diouz an dud a ra an droug ; arabad kaout kasoni oute, mes red eo chom hep mont ken war o zro, ha chom hep kaout aon oute. Eur mignon mat a zo eun tensor ; eur mignon fall, n’eus ket gwasoc’h enebour.




Dekvet devez a viz Mae


SANT ANTONIN
Arc’heskob Floranz (1389-1459)



Antonin a oa ginidik eus Floranz. Pennher oa. E gerent a droas anezan a vihanik war an deskadurez ha war ar zantelez. Da zek vla, en devoa kemeret ar c’hiz da vont bemde d’ober e bedennou da iliz Sant-Mikêl.

Donezonet kaer evel ma oa, e teuas da vezan trec’h da holl vugale e skol.

Da bempzek vla, e lavaras kenavo d’e dad ha d’e vamm hag e oe digemeret en manati Sant-Dominik, en Fiezol.

Eno Antonin, daoust d’ezan da gaout nebeut a yec’hed, a zouezas an holl, ken troet oa gant ar beden, gant al labour ha gant ar binijen.

Forz pe glanv pe yac’h e vije, bepred e kouske war ar c’halet, hag alïes war an douar noaz. Eur wech beleget, e lakas e zantelez da greski muioc’h-mui. Bep gwech ma lavare an oferen, e koueze an daerou eus e zaoulagad, kement a garante a oa en e galon evit an Otrou Doue.