D’ar 24 a viz mae 1430, e kouezas etre daouarn ar Vourgignoned a werzas anezi d’ar Zôzon evit 550.000 lur. Barnet en Rouan gant barnerien fallakr, e oe devet en beo, war blasen ar Marc’had-koz, d’an 30 a viz mae 1431. Arôk mervel, e pokas d’ar groaz gant teneredigez hag e lavaras :
« Nan, nan, ma moueziou n’o deus ket tromplet ac’hanon ! »
Arôk soublan he fenn evit tremen, e youc’has hano Jezuz ken krenv ma oe klevet eus an eil penn d’egile d’ar blasen ; n’he devoa ket c’hoaz ugent vla.
Epad he frosez he devoa lavaret :
« Arôk seiz vla aman, ar Zôzon o devo brasoc’h koll eget n’o deus bet en Orleans. Stlapet e vefont holl er-mêz eus ar Frans, nemet ar re a varvo enni. »
Ar c’homzou-ze a deuas da wir pen-da-ben, hag ar Breizad Arzur Richemont eo en devoe an enor da beur-ober labour gwerc’hez Orleans.
Pevar bla goude he maro, e lake ar roue Charlez VII d’en em glevet gant duk Bourgogn (22 a viz gwengolo 1435).
Pemp bla goude, e kemere Pariz (13 a viz ebrel 1436).
Naontek vla goude, e helpenne ar Zôzon en Formigny (15 a viz ebrel 1450), hag e tiframme an Normandi eus adre o daouarn.
Daou vla warn-ugent goude, Bretoned ha Gallaoued a roë eur roustad divezan da bôtred Bro-Zôz en Kastillon (17 a viz gouere 1453) : ar Fransizien a oa adarre mistri en o bro, a drugare Doue, dre skoazel Jann d’Arc hag Arzur Richemont.