Pa oe fin, evit mat, d’ar brezel etre Bro-Zôz ha Bro-C’hall, mamm Jann d’Arc ha tud Rouan a c’houlennas ma vije grêt eun dizro war he frosez. Ar pab Kalixt III a hanvas barnerien leal ha gouiziek evit kement-se. Ar re-man, d’ar 7 a viz gouere 1456, a dorras prosez 1431 hag a restôlas he enor d’ar vrezellourez yaouank ha kalonek.
D’an 18 a viz ebrel 1909, Pi X a lakas he hano war roll an dud eürus, hag ar c’helou-ze a skuilhas dre ar Frans a-bez eul levenez dispar.
Etre Bro-Zôz ha Bro-C’hall oa digor ar brezel, kant vla oa ; stourmajou a veze, ha bep stourmad, Bro-C’hall a golle. Ar C’hallaoued a oa rannet en diou gostezen : an Armagnaned a-du gant ar roue, hag ar Vourgignioned a-du gant ar Zôzon.
Bro-C’hall a oa rivinet ; he gwiniennou dêvet ; he zrevajou drastet ; soudarded Sôz a oa dre holl. Bro-C’hall a oa hualet ha pennasket ; en Sant-Denez, elec’h ma veze sebeliet ar rouaned, e oad o paouez sebelian en kuz, kouls lavaret, ar roue Charlez VI, eur roue bet troet e spered (1422), ha pa oe lavaret war e ve ar beden divezan, eur youc’haden vezus evit ar C’hallaoued a dregarnas dre an iliz : « Bue hirr da Herri Lankastr, roue Bro-Zôz ha roue Bro-C’hall ! » Hag ar C’hallaoued n’o devoa ket rannet eur ger.
O rouanez Izabel a werze gant he enor, he c’hurunen ha hini he mab ; o roue yaouank, paour-raz, a dec’he eus Pariz hag a yee da chom da Chinon, da c’hortoz kuitat ar vro ha ’n em denn, pe er Spagn, pe er Skoz.
An treo a oa troet war an tu enep ; ne gleved dre holl nemet klemmou, klemmou eur vro o vont da vervel.
En eun tol, eur youc’haden a redas skiltrus eus an eil tu d’egile d’ar rouantelez, eus an eil mene d’egile, eus an eil keriaden d’eben ; eus Vaukouleur da Chinon, eus Chinon da Boitiers, eus Poitiers da Orleans, eus Orleans da Reims... Eur vroad tud a oa en he zav, leun a wad, leun a fe, leun a galon... En eun nebeut miziou, an treo a oa troet war an tu mat, ar vro he devoa kavet he bue, he nerz, he brasder, he douar.
Piou en devoa dihunet ene ar vro ?
An dud desket marteze ?
Ya da ! an dud desket en Pariz o devoa karet mat plegan da roue Bro-Zôz.
An noblanz marteze ?
Ya da ! o klask gouzout e oant piou a dapje ar restad divezan eus galloud hag eus danve rouaned Bro-C’hall.
Ar Spered-Glan eo en devoa c’houezet war ar Frans, hag ar Frans badezet, merc’h henan ar C’hrist, a oa dihunet ; ar Spered-Glan eo en devoa desket da Jann d’Arc kaout flzianz, daoust da bep tra, en amzer da zont he bro, bale, gouzanv ha mervel eviti ; hag ar Frans, bleinet gant gwerc’hez Orleans, he devoa stourmet, ha Doue en devoa roët d’ezi ar gonid.