Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Mae
341
ar verc'h eurus jann d'arc

treo a oa pell a oa war e spered ha n’en devoa biskoaz anzavet ouz den ; dre an testeniou-ze, ar roue a welas oa digaset Jann d’Arc davetan gant Doue hag e roas d’ezi eun arme.

Ha hi en hent etrezek Orleans, kalonen ar vro, kilhet gant ar Zôzon. Eur c’hleze a oa ouz he c’hoste, he devoa laket digas d’ezi eus a chapel Santez-Katel-Fierbois ; ar c’hleze-ze devoa lavaret a vije kavet eno, dindan an ôter, hep m’en dije den klevet hano anezan biskoaz ; eur banniel a oa en he dorn gant ar geriou-man : « Jezuz-Maria » o lufran warnezan ; lavaret a rê d’he soudarded kovez o fec’hejou ha tec’hel diouz ar pec’hed.

Seiz miz a oa e oa kilhet Orléans ; en pevar devez e lakas ar Zôzon da dec’hel (8 a viz mae 1429).

He moueziou a c’hourc’hemennas d’ezi neuze mont da Reims gant ar roue evit ma vije sakret eno evel e dadou koz. Ne oa ket eun dra ês, rak, etre Orléans ha Reims, ar vro a oa goloët gant ar Zôzon. Evit digeri hent, Jann a reas eur mug d’eze. D’an 12 a vezeven, e trec’he aneze en Jargeau ; d’ar 17, harpet gant 1.200 Breizad, a zigase d’ezi Arzur Richemont, breur Yan V, duk Breiz, [1] e trec’he aneze en Beaugency. D’ar 27 a vezeven, Jann a ya eus Gien ; d’an de kentan a viz gouere eman en Auxer ; d’ar 15 en Châlons, d’ar 17 en Reims. Eno, Charlez VII a zo laket an eoul sakr hag ar gurunen aour war e benn. Jann, epad al lidou, a oa en e gichen, he banniel en he dorn : evel m’oa bet er boan, oa dleet d’ezi bezan en enor.

Gwerc’hez Orleans he devoa peurc’hrêt ar pez a oa bet gourc’hemennet d’ezi.

  1. Breiz, neuze c'hoaz, a oa distag diouz Bro-C'hall.
    He duk, an ôtrou Yan V, a gare kalz Jann d’Arc. Pa glevas he devoa sovetaet Orleans, e kasas e govezour, an tad Milbeau, da ginnig d’ezi e c’hourc’hemmennou.
    Divezatoc’h, e kasas an ôtrou Rostrenen da gaout Charlez VII hag e kinnigas da Jann eur c’hour-gleze ha meur a goublad kezek eus ar re wellan a oa e Breiz.
    Arzur Richemont (1393-1458), breur Yan V, d’e zaou vla warn-ugent, a oa o stourm gant ar c’hallaoued ouz ar Zôzon hag a oe grêt prisonier en Azincourt (1415). N’hellas kaout e gabestr nemet seiz vla goude-ze. D’ar 7 a viz meurz 1423, Charlez VII hen greas konnetabl ; adalek neuze, en em lakas gant aked da adsevel ar Frans, en eur rei galloud Charlez VII da anaout hag en eur ober d’ar Zôzon tec’hel.
    Gwasan oa, en devoa eun enebour en lez Charlez VII, an tostenner Jorj de la Tremouille. Heman reas kement war ar roue ma renkas ar c’honnetabl en em denn.
    Mes pa glevas hano eus Jann d’Arc, e savas dustu eun arme a 1.200 Breizad da vont da rei harp d’ezi ouz ar Zôzon.
    En Beaugency, d’ar 16 a viz mae 1429, en em gavas Arzur hag ar Vretoned gant gwerc’hez Orleans.
    O c’houzout ne oa ket arru mat gant ar roue, Jann a oa nec’het, o klask gouzout petra d’ober en e genver.
    Ar c’honnetabl a dostaas outi :
    « Jann, emezan, lavaret zo d’in ho poa c’hoant kerzet warnon. Me n’ouzon ket pe e teuet en hano Doue pe en hano an diaoul ; mes ma teuet en hano Doue, n’am eus aon ebet ouzoc’h, rak Doue a oar ma mennoz, ha ma teuet en hano an diaoul, ho toujan nebeutoc’h c’hoaz. »
    Ar c’homzou didroïdel-ze a lakas Jann d’Arc da vezan laouen ouz Arzur hag e Vretoned. An ofiserien gall a oa endro d’ezi a zigemeras Richemont gant youc’hadennou a levenez. Jann a lammas diwar he marc’h, Richemont a reas evelti ; pokat a reas d’e dreid hag adalek neuze e oent mignoned vras.