manac’h ; ne zebre ket a gig ouspen ter gwech ar zun. Bemde e lavare e chapeled, ha biskoaz ne vankas d’en em gaout er pedennou a veze grêt bep noz, a-unan, en e di.
Kouezan reas klanv en miz genver 1572. Daoust pegen bras oa e boaniou, ne glemmas ket an disteran. Lavaret a rê alïes d’an Otrou Doue : « Otrou, kresket ma foan, mes kresket ive ma fasianted. »
D’ar 4 a viz ebrel, de Gwener ar Groaz, e lakas digas eur groaz vras en e gambr hag e savas da vont da vriata anezi.
Ar c’helou eus e varo o vezan bet brudet en kêr, e c’hellas klevet, eus e wele, pobl Rom o ouelan d’ezan. Kement-se a deneraas kement e galon ma falvezas gantan bezan douget da Zul-Fask war c’horre iliz Sant-Per, da rei ac’hane e vennoz a bap, eur wech c’hoaz, d’e vugale diniver bodet war ar blasen.
Mervel a reas d’an de kentan a viz mae 1572, d’an oad a eiz vla ha tri-ugent. E gorf a oe sebeliet en iliz Santez-Mari, elec’h ma c’heller hen gwelet c’hoaz en e bez, en de a hirie.
E varo a oe eur c’hanv evit ar bed kristen. Klemant XI hen lakas war roll ar zent, d’an 22 a viz mae 1712.
Pi V eo an divezan pab a zo bet kanonizet.
An Iliz, abaoue m’eman war an douar, he deus renket stourm, hep paouez, da zifenn eneou ha korfou he bugale.
En iliz-veur Angers, zo eun dôlen vras hag a ziskouez Hon Zalver azezet, nan war eun trôn skedus, berniou êle ha sent o stoui dirakan, evel m’hen gwelfomp er baradoz, mes a c’haoliad war eur marc’h skanv, e vanniel en eun dorn hag e gleze en dorn-all ; kement-se a ziskouez e vefomp war an dachen a vrezel, keit ha ma vefomp war an douar.
Bale renkomp war-lerc’h banniel Jezuz-Krist pe war-lerc’h banniel Satan ; unan a zaou.
Jezuz-Krist eo an hent, ar wirione hag ar vue ; Satan eo an islonk, ar gaou hag ar maro.
Jezuz-Krist eo kaeran brezellour a dôlas troad biskoaz war au douar ; lorc’h a c’hell bezan ennomp o vont d’e heul, o selaou e urziou hag o senti oute.
Bet en deus hon hanoiou dal m’omp deut war an douar ; neuze n’hon devoa c’hoaz anaoudegez ebet hon unan ; breman, pac’h omp deut en oad, roomp d’ezan, n’eo ket hepken hon hano, mes en em roomp d’ezan korf hag ene, betek ar maro. O heuilh Satan, n’eus nemet koll ; banniel Jezuz a zoug bepred ar viktor en e blegiou.