Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
334
5 Mae
sant pi v

a anaveze e c’halloud hag hen greas kardinal, d’ar 15 a viz meurz 1557.

En amzer Pi IV (1559-1565), ne oe ket kenkouls arru, abalamour ma oa unan eus ar re ne ouezont bale nemet dre an hent war eün.

D’ar 7 a viz genver 1566, e pignas war Gador sant Per hag e kemeras an hano a Bi V. En e amzer, e oe gwellaet kalz stad kêr Rom ; ar merc’hed fall a oe harluet ; laeronsiou ar Judevien enebet oute ; stourmajou al loened difennet, evel c’hoariou amzere evit ar gristenien.

Ar pab santel a zavas skoliou neve hag a roas aluzen d’an hospitaliou ; garo oa en kenver an douerien-Doue hag al labourerien da zul.

A drugare d’ezan, e oe peurc’hrêt hag embannet katekiz konsil Trant ; neveaet ha reizet ar brevier hag al levr-oferen.

Dre al lizer « Supra gregem Dominicum, » e c’hourc’hemennas d’an dud klanv kovez en unan eus an tri devez kentan ma choment war o gwele. [1]

En amzer-ze, e oa Elisabeth, trede krouadur Herri VIII, war drôn Bro-Zôz. Gwaskan rê ar gatoliked gwasan m’halle, ha miret a rê er prizon, eneb pep gwir, he c’hinitervez Mari Stuart [2], merc’h Jakez V, roue ar Skoz, hag intanvez Fransez II, roue Frans.

Pi V a roas e skoazel da ôtrone hanter-noz Bro-Zôz eneb o rouanez, mes ar re-man a oe trec’het, hag eiz kant aneze merzeriet en eun doare heugus. Al lizer Regnans in excelsis, embannet neuze (1570), a eskummunugas ar rouanez Elisabeth.

An Durked o devoa laket en o fenn dismantr an Itali. Pi V a zavas brezellourien, eus ar Spagn hag eus an Itali kouls lavaret holl, d’o diarbenn ; ha lamm a roas d’eze en mor Lepant, d’ar 7 a viz here 1571.

Ar viktor-ze a dorras galloud an Durked war vor, evel ma tlee viktor Vienn (1683), terri o galloud war douar. Doue a roas d’ezan anaoudegez anezi, d’ar mare ma oe gonezet, ha lakat a reas e drugarekat en Rom, meur a zevez arôk ma tigouezas gantan ar c’hannad a zigase ar c’helou mat.

Pi V en devoa nebeut a yec’hed, ha daoust da ze, e renas eur vue ken striz, evel pab, hag an hini a rene evel

  1. Ar gemennadurez-ze a zo bet neveaet gant Beneat XIII (1725) ha gant Pi IX (1869).
  2. Pa deuas Mari-Stuart en Frans, (1548) evit bezan pried Fransez II, e reas he diskenn en Rosgov, elec’h ma weler c’hoaz relegou chapel sant Ninian.