Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Mae
333
santez monika

devoa gouelet warnezan, arôk gallout dont a benn da lakat bue ar c’hras da ziwan en e ene.

Ar pab Martin V a reas digas relegou santez Monika eus a Osti da Rom, er bla 1430. Eur c’hrouadur klanv a oe pareet, pa oe tostaet gant e vamm ouz ar relegou-ze. Ar pab Eujen IV, (1431-1447) a roas santez Monika da batronez d’ar re a zo en Breuriez ar mammou kristen.

————


KENTEL


Daerou ar vamm


Monika a oe diou wech mamm da Augustin, p’eo gwir e roas d’ezan bue ar c’horf ha bue an ene.

I. — Ar mammou kristen a dle karet bue korf o bugale, dreist d’o hini.

Eul lestr a oa o vont da goll en kreiz ar mor bras ; ne oa mui tamm bevans ebet ; an dud a varve gant an naon ha gant ar spont. Eur vamm a oa eno, eur bugel bihan d’ezi da vagan. Evel n’he devoa tamm da zibri, n’he devoa mui a lez da rei d’he c’hrouadur. Digeri reas neuze eur wazien eus he brec’h ha lakat a reas he bugel da zunan he gwad. Ar vamm a varvas, arôk ma teuas sikour, mes ar bugel a oe kavet beo.

II. — Ar mamrnou kristen a dle, dreist-oll, karet bue ene o bugale, he astenn hag he diwall ; tôl evez warne ha pedi evite hep paouez, ma teuont da dec’hel diwar an hent mat.

Konversion eur pec’her a zo labour daou : labour Doue ha labour an den ; mes n’eus netra o tigeri hag o flouran ken brao an hent d’an den dianket da zizrei eus bali an ifern evel daerou eur vamm, abalamour ma n’eus netra ken galloudus hag an daerou-ze war galon eur mab. Mammou kristen, mar ’man ho pugale en gras Doue, pedet evit ma chomfont enni, ha ma n’emaïnt ket, pedet evit o c’honversion. Ma pedet a wir galon, Doue n’hall ket chom hep rei d’ac’h ho koulenn.




Pempvet devez a viz Mae


SANT PI V
Pab (1566-1572)



Mikêl Ghislieri a c’hanas en Bosko, demdost da gêr Milan, d’ar 17 a viz genver 1504. E dad hag e vamm a oa paour, mes sevel a rejont o c’hrouadur en doujanz Doue. Da bevarzek vla, ec’h eas en Urz sant Dominik ; da bevar bla warn-ugent e oe beleget ; arru mat oa en Rom, en amzer ar pab Pol IV, (1555-1559)