— Petra rin eta da Jezuz ?
— Kaset anezan d’ar maro !
Pilat a c’houlennas dour hag a walc’has e zaouarn en eur lavaret :
— Evidon-me zo didamall diouz gwad an den-ze. An dra-ze a zell ouzoc’h !
Ar Judevien a youc’has : « Ra gouezo e wad warnomp ha war hon bugale ! »
Pilat a roas urz da skourjezan ar prizonier : « Marteze, emezan, p’e welfont leun a wad, e teufont da gaout true outan. »
Ar skourjezerien, goude bezan grêt eus korf Jezuz eur gouli eus ar penn d’an treid, a lakas eur vantel ru war e skoa, eur gurunen spern war e benn, eur benduen en e zorn ; hag e stouent dirakan d’e wapât, en eur lavaret : « Salud, roue ar Judevien ! »
Pilat a gemeras Jezuz hag a ziskouezas anezan er stumm-ze d’ar bobl, en eur lavaret :
— Ecce Homo : Setu aze an den !
Ar bobl a respontas :
— Staget-han ouz ar groaz I Staget-han ouz ar groaz !
— Krusifiet-han hoc’h-unan neuze ; evidon-me ne gavan netra da damall d’ezan !
— Ni hon deus eul lezen, ha herve al lezen-ze e tle mervel, p’eo gwir en deus lavaret e oa Mab Doue.
Ar gouarner a gasas Jezuz en e balez :
— Eus pelec’h out ? emezan.
Pilat ne oa ket bet chomet, ar wech-all, da c’hortoz respont Jezuz ; breman Jezuz, d’e dro, ne fell ket d’ezan respont d’e c’houlenn. Hag ahend-all, ne dalv ket ar boan respont. Ar gouarner a oar treo awalc’h pell zo, mes eur c’hrener eo.
— Petra, emezan, ne lavarez ger ebet ? N’ouzout ket am eus ar c’halloud d’az stagan ouz ar groaz pe d’az lezel da vale ?
— N’az pije bet galloud ebet warnon-me, ma ne vije ket bet roët d’it eus krec’h ; mes an hini en deus ma laket etre da zaouarn a zo kablusoc’h evidout.
— Ma lôsket anezan da vale, a youc’h ar bobl diwar an hent, ne vefet ket mignon da Zezar, rak an hini a glask bezan roue a zo enebour da Zezar.
Pilat a deuas adarre war an treujou. Kreiste oa.
— Setu aze ho roue, emezan.
— Nan ! Nan ! Staget-han ouz ar groaz !
— Stagan ho roue ouz ar groaz ? eme Bilat.
— Nolumus hunc regnare super nos : Ni ne fell ket d’imp e renfe hennez warnomp ! Ni n’hon deus roue-all ebet nemet Sezar !
Ar bobl judev en devoa gonezet e brosez. Pilat, gant aon da goll e blas, a lavaras da Jezuz :
— Staget e vezi ouz ar groaz : Ibis ad crucem !
O Crux, ave, spes unica,
Mundi salus et gloria,
Piis adauge gratiam,
Reisque dele crimina !