— Ma ne vije ket bet eun torfetour, ne vijemp ket êt d’hen digas d’ac’h.
— Kemeret anezan ’ta, ha barnet anezan hoc’h-unan, eme Bilat, en eur ober gwap aneze.
— Mes, emeze, ni n’hon deus gwir ebet da lakat eun den d’ar maro. Ni hon deus e gavet o lakat trouz dre ar vro. Difenn a ra paean an tailhou da Zezar ha lavaret a ra eo ar C’hrist, ar Roue !
Pilat a ouie, dre e ofiserien, ne oa ket gwir al loden gentan, da vihanan, eus an damalladen.
Evit gwelet petra a oa a wir en eil loden, e reas da Jezuz mont en diabarz e balez.
— Te eo roue ar Judevien ? emezan.
— Ma rouantelez, eme Jezuz, n’eo ket eus ar bed-man ! Roue on ha deut on er bed evit rei testeni d’ar wirione !
— Petra eo ar wirione? eme Bilat. Hag ar penn skanv ’zo anezan a yeas er-mêz hep gortoz ar respont.
— Ne gavan netra da damall d’an den-ze, emezan d’ar Judevien.
Absolvet oa eta Jezuz gant an hini en devoa galloud warnezan. Mes kerkent e savas youc’h.
— Ne glevez ket ? eme ar gouarner. Mes komz ’ta !
Pilat a garje bezan gwelet Jezuz o ’n em zifenn e-unan ; den ne ouie komz evel ma ouie hen. Mes Jezuz ne lavaras ger, ha Pilat a chome sebezet.
— Lakat a ra trouz da zevel, a lavaras unan bennak, adalek ar Galile betek aman.
Ar gouarner, o klevet hano eus ar Galile, a zavas e benn. Eur guden diês da ziluian a oa kouezet etre e zaouarn. Rak, eus eun tu, e oa eun tamm lealded bennak en e galon, hag eus an tu-all, en devoa ive c’hoant da vezan arru mat gant an holl. Kredi reas gallout en em denn o kas e brizonier da Herodez, a oa en Jeruzalem en deiou-ze.
Herodez a oa roue ar Galile, lazer Yan-Vadezour, den an hudurnez. Jezuz a oe bras dirakan. C’hoant gwelet burzudou en devoa : ne welas netra. Jezuz ne gomzas ket zoken outan. Herodez, evit en em venji, a wiskas d’ezan eur vantel wenn, mantel an dud diskiant, hag a gasas anezan endro da Bilat : « Gra ’vel a gari outan ! » Nag er Jude, nag er Galile, Jezuz n’en devoa grêt nep droug.
Pons-Pilat, pa welas Jezuz o tizrei d’e lez-varn, a oe nec’hetoc’h evit biskoaz : n’eo ket evit rei eun urz. E wreg, eur baganez koulskoude, a gasas kemennadurez d’ezan : « N’eo ket mat e vefe netra, emezi, etrezoc’h hag an den just-se, rak enkrezet bras on bet, abalamour d’ezan, en eun hunvre am eus bet en noz tremenet ! »
Pilat a glaskas neuze damesat ar bobl. Lakat a reas Jezuz kenver ha kenver gant Barrabas, hag e c’houlennas digant ar Judevien :
— Pehini eus an daou-man a zilivrin d’ac’h gant goueliou Pask ?
— Barrabas ! emeze, touellet ma oant gant pennou-bras kêr a ’n em zile etouez an dud hag a lake pennadou enne.