Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Ebrel
289
pasion hon otrou

Diskaret an Templ-man, hag en tri devez me hen savo a neve.

Ar pez n’eo ket henvel.

— Ne respontez netra ? eme Gaïphas.

Jezuz ne lavare ger.

— En hano an Doue beo, eme Gaïphas, me da bed ha da asped, lavar d’imp ha bezan out ar C’hrist, Mab an Doue binniget, pe nan out ket ?

— Ya ! eme Jezuz, hen lavaret ho peus, bezan on, hag eun devez a deuio, e welfet mab an den, an hini a gomz ouzoc’h breman, azezet en tu deou d’an Holl-C’halloudeg, o tiskenn war goabrennou an nenv. Hen, an hini a varner, a vezo neuze o varn.

Ar beleg-bras, o klevet eun hevelep respont, a rogas e zilhad :

— Dleet eo ar maro d’ezan ! Awalc’h hon deus klevet !


Jezuz gant mevelien an Templ


Diou heur bennak e c’helle bezan. Ar varnerien a yeas d’o gwele ; Jezuz a oe lôsket dindan galloud mevelien an Templ. Krainchat a rent outan, skouarnata rent anezan, skei a rent gantan hag e c’hoarzent hag e c’houlennent : « Piou en deus skoët ganit ? » A greiz an dismegansou-ze. Jezuz a zavas e zaoulagad da zellet ; ouz Per, men diaze e Iliz, a oa o paouez e nac’h a-benn ter gwech : mevelien an Templ o devoa skoët en e benn, mes Per en devoa skoët en e galon.

Eur zell eus ar Mestr a oe awalc’h evit ober d’an abostol dont ennan e-unan ha mont eus porz ar beleg-bras en eur ouelan.


Jezuz, evit an eil gwech, dirak Konsailh bras Jeruzalem


War-dro c’houec’h heur e c’helle bezan. Konsailherien Jeruzalem a ’n em vodas adarre. En dro-man, ne oa kouls lavaret, hini ebet aneze o vankout. Abaoue m’oa kouezet o bro dindan galloud ar Romaned, ar Judevien n’o devoa mui ar gwir da lakat eun den d’ar maro. Gouarner Rom hen mire evitan. Pennou-bras Jeruzalem eta, goude bezan kondaonet Jezuz evel eun touer-Doue, n’en em zastumont, eun eil gwech, nemet evit en em glevet war an doare gwellan da gemer evit lakat ar gouarner, Pons-Pilat, da vezan a-du gante hag e zougen da gondaoni Jezuz d’ar maro, evel den a zizurz. An eil bodadeg-man ne badas ket pell, ha raktal en em lakjot en hent da vont gant ar prizonier warzu Lez-Antonia, elec’h ma oa ar gouarner o chom, epad amzer Fask. Tremen a rejot ebiou an Templ. Judas, o welet penôs e troe an treo, a grogas ar c’heun en e galon, a stlapas, war leur an Templ, an arc’hant en devoa bet evit e varc’had euzus, hag a yeas d’en em grougan.


Jezuz dirak gouarner ar Jude


Seiz heur bennak e c’helle bezan p’en em gavjot dirak lez Pons-Pilat. Heman a oa eur pagan. Evit ar Judevien, ti eur pagan ha ti eun aneval a oa henvel ; pec’hed a oa mont ebarz. Den ebet eta ne lakas e zeuliou war dreujou lez ar gouarner ; o Fask o devoa da ziwall, gant aon d’en em zôtran. Pa n’hellent ket mont en ti, en em lakjont da youc’hal diwar an hent. Pons-Pilat a deuas war dreuz e zor.

— Petra glasket gant an den-ze ? emezan.