Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
18 Ebrel
pasion hon otrou

Pa oent dispontet ha savet adarre en o zav, Jezuz a c’houlennas oute :

— Piou a glasket ?

— Jezuz Nazareth, emeze.

— Mes lavaret am eus d’ac’h eo me eo. Ha mar deo me an hini a glasket, lôsket ar re-man da vont en peuc’h.

— Otrou, eme Ber, tennan rin ma c’hleze ?

Ha hep gedal, Per a droc’has e skouarn da unan eus mevelien ar beleg-bras, Malkus e hano.

— Awalc’h, eme Jezuz da Ber, laket ho kleze en e c’holo, rak an nep piou bennak a ’n em zervijo eus ar c’hleze a varvo dre ar c’hleze. Ma karfen pedi ma Zad, e tigasfe d’in ouspen daouzek rummad êle ; mes penôs e teuje neuze ar Skrituriou da wir ? Enne eo merket an holl dreo-man.

Ha Jezuz a stagas e skouarn da Valkus, hag a lavaras da vevelien an Templ ha da zoudarded Pons-Pilat :

— Deut oc’h war ma lerc’h, evel pa vijen bet eul laer, gant ho klezeier hag ho pizier. Koulskoude e oan bemde azezet en ho touez o prezek en Templ, ha n’ho peus ket kroget warnon. Mes houman eo hoc’h heur ha hini Satan, ho mestr.

An diskibien a dec’has, ha Jezuz a chomas e-unan etre daouarn e enebourien, a stlejas anezan da di ar veleien vras.

Hananus, ar beleg-bras, neve roët gantan an dilez eus e garg, a zigemeras da gentan Jezuz, da c’hedal ma vije bodet pennou-bras Jeruzalem en ti Gaïphas, e vab-kaer.

N’en devoa netra da welet aman. Koulskoude, e kavas e oa a-zoare evitan ober eun tammik enklask war diskibien ha war gelennadurez Jezuz. Jezuz a respontas d’ezan :

— Komzet am eus dirak an holl, goulennet digant ar bobl. Hananus a oe stouvet brao e c’henou d’ezan gant ar ger-ze. Unan bennak eus e vevelien, evit lemel ar vez diwarnan, a zistagas eur skouarniad gant Jezuz.

— M’am eus komzet fall, diskouezet d’in, ha m’am eus komzet mat, perak e skoet ganin ?


Jezuz dirak Konsailh bras Jeruzalem


E keit-ze, ar pennou-bras eus kêr, ar re, da vihanan, a oa bet amzer da gas kelou d’eze, a oa en em zastumet en ti Gaïphas, ar beleg-bras en karg. Jezuz a oe digaset dirake. Kerkent, ha ma tigoras ar prosez, oa ês gwelet penôs e troje an treo. Jezuz a oa barnet arôk e glevet. Ar c’hiz a oa da zisplegan, da gentan, kement tra a c’hellje ober vad d’an hini tamallet ; mes aman ne oa advokad ebet.

Testou fôz, avat, a deuas ; pa ve arc’hant, e ve kavet ar pez a gerer aneze. Kaïphas a glaskas tennan dioute eun dra bennak, mes o c’homzou a ’n em zislavare. ’Benn ar fin e teuas daou hag a ’n em gleve :

— Ni hon deus e glevet o lavaret : Me c’hall diskar Templ Doue hag e zevel a neve en tri devez.

N’eo ket evelse eo en devoa lavaret Jezuz-Krist ; an daou dest o devoa komprenet fall ; eleiz a dud zo hag a gompren du elec’h gwenn. Jezuz-Krist en devoa lavaret :