Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Ebrel
283
sant beneat-jozef labre

Eur bedervet gwech ec’h a da Loretta, hag ac’hane ec’h a da bardonan da ilizou brudetan al Lorên hag ar Suis. D’ar 7 a viz gwengolo 1775, e oa adarre en Rom.

Er blavez war-lerc’h, e reas e bempvet tro en Loretta. Daoust ma klaske bevan pell diouz an dud, an dud a oa deut d’e anaout ha d’e garet : « Beneat, emeze, n’eo ket eun den eo, mes eun êl. »

E gomzou a oa eun dudi o c’hlevet.

« Evit karet Doue, evel m’eo dleet, emezan, eo red kaout ter galon en unan. Eur galon dân evit karet Doue, komz anezan dalc’h-mat, sonjal ennan bepred, ober pep tra dre garante evitan, gouzanv pep tra abalamour d’ezan. Eur galon gig, evit karet an nesan, ober vad d’ezan, en e ezommou spered, dre ar gelennadurez, dre an ali, dre ar skouer, dre ar beden ; eur galon hag a vo teneraet dre ar gwel eus ar bec’herien hag eus an enebourien, hag a c’houlenno ouz Doue o sklerât hag o digas war hent ar binijen. True a dle kaout ive evit eneou ar purgator, ma teuio Jezuz ha Mari da zigeri d’eze dor ar baradoz.

« An trede a dle bezan eur galon dir, evit en em garet an nen e-unan, evit kasât pep follente, evit trec’hi e volonte, evit kastizan ar c’horf dre ar yun, hag evit plegan ar c’hig ; seul-vui e kasafet ho korf ha seul kaeroc’h e vezo ho kurunen er bed-all. »

Mervel a reas da verc’her ar zun zantel, 15 a viz ebrel 1783, oajet a bemp bla ha tregont hag eun devez warn-ugent. Leon XIII hen lakas war roll ar zent, er bla 1881.

————


KENTEL


Eürus ar re a zo paour a spered !


En amzer-man, muioc’h eget biskoaz, an dud a zo troet gant an arc’hant. Eleiz, diouz o gwelet, n’o deus ken d’ober war an douar nemet gwellât ar ouen loened a zo en o c’hreier, pe kreski ar bern arc’hant a glozont en o yalc’h. Evez braz o deus da zastum danve en eur vro n’emaint ket evit chom enni ; n’o deus preder ebet da zastum danve er vro ma tleont mont enni da chom da virviken, goude ar vue-man.

N’eo ket evelse e reas ar zent.

Klevet o deus ger Hon Zalver : « Beati pauperes spiritu, quoniam istorum est regnum cœlorum : Eürus eo ar re a zo paour a spered, rak rouantelez an nenv a zo d’eze ! » hag oc’h ober diouz ze, eo o deus kavet hent ar gwir eürusted, kenkouls hini ar bed-man ha hini ar bed-all.

N’eo ket red, evit bezan sant, bezan paour, evel ar re a weler o vont, a zor da zor, da c’houlenn an aluzen. Nan ; sant Beneat Labre, n’eo ket abalamour ma klaske e vara eo en deus tizet ar gurunen gaer a lintr breman war e dâl. Ha zoken, an Iliz a boagn,