Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/284

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284
16 Ebrel
sant beneat-jozef labre

gwellan m’hall, da viret ma vezo tud, dre vicher, oc’h ober an dro da glask o bara.

Paourente an dud-ze, hen gouzout a ra mat, a zo peurliesan merc’h d’an dislealded ha mamm d’ar gasoni ; n’eo ket eus ar baourente-ze e komze Jezuz-Krist, pa lavare : « Eürus ar re baour ! » Ne lavare ket, kennebeut : « Eürus ar ro zo paour o spered, » rak ar spered eo a ra an den, ha seul-vui bras e ve, seul-vui den e vezer. Lavaret a rê : « Eürus ar re a zo paour a spered ! » da c’houzout eo, ar re n’eo ket krignet o spered o klask gouzout penôs kaout, miret ha kreski o danve !

Ar paouran den ne ve ket dalc’h-mat paour a spered ; ar pinvidikan den a c’hell bezan distag diouz an danve. « N’eo ket memes tra, eme sant Fransez a Zal, kaout ampoezon ha bezan ampoezonet ; an apotikerien a werz ampoezon ha ne vezont ket ampoezonet evit kelo ze, abalamour n’eman ket an ampoezon-ze en o c’horf, mes en o stal ; evelse e c’heller kaout danve hep bezan ampoezonet gante, ma laker aneze er yalc’h ha nan er galon. »




SANT PATERN
Diazezour Eskopti Gwened


Sant Patern

Ober a rêr hirie ive gouel sant Patern, a oe konsakret kentan eskob Gwened, war-dro ar bla 465, gant Perpetuus, eskob Tour, dirak Athenius, eskob Roazon ha Nunechius, eskob Naoned.

Karadek, roue Gwenediz, lezhanvet Brec’h-vras a roas d’ezan e di hag a reas sevel en e blas eun iliz, en enor d’an ôtrou sant Per, prins an Ebestel.

War a lavarer, ar roue Klovis a roas d’an eskob neve relegou dispar evit a iliz-veur. Kement-se a ziskoue e tlee bezan, da vihanan, emgleo etreze.