d’ezan, an ôtrou Labre, person Erin. Heman en em lakas da zeski d’ezan al latin evit mont da veleg. Da driouec’h vla, an derzien dom a gasas eleiz a dud d’ar be en Erin. E eontr a oe skoet unan eus ar re gentan. Dizrei a renkas da di e dud.
Er blavez war-lerc’h, gant ôtre e gerent, ec’h eas da skei war dor Tadou Chartreuzed Sant-Omer. Re yaouank e oe kavet.
Skei a ra war dor manati Neuville : digor ebet evitan ; ne oa ket desket awalc’h.
Skei a ra war dor manati Trappisted Mortagn : digor ebet evitan ; n’hen c’haved na krenv awalc’h nag oajet awalc’h.
Skei a ra, eun eil hag eun trede gwech, war dor manati Neuville ha goude-ze war dor manati Sept-Fonts, en eskopti Autun : digor ebet bepred.
Adalek an de-ze, Beneat en deus kavet e zoare-bevan ; bezan ’ vezo eur manac’h-baleer. Mont a rei war e droad dre an henchou dizro ; pa gavo lec’hiou santelaet gant devosion ar gristenien, e reio eun diskuiz eno ; dilhad paour ha roget a vezo war e gein ; eur chapeled en e zorn, eun all endro d’e c’houg, eur c’hrusifi war e saë, ha, war e skoa, eun tammik sac’h gant e holl beadra, da lavaret eo, an Testamant neve, Imitasion Jezuz-Krist, eul levr devot bennak hag e vrevier, a lavaro bemde.
Na glao, na yenien, nag erc’h, na tommder, netra ne viro outan da vont endro. Peurlïesan e kousko er-mêz ; ne dostao, nemet nebeutan ma c’hello, ouz an hostaliriou, gant aon da glevet leou-douet ha soniou divalo ; ne vevo nemet eus ar pez a vezo roët d’ezan ; ne c’houlenno netra, ha ne viro netra a-benn an devez war-lerc’h. Pa vo grêt gwap anezan, e c’houzanvo ar waperez-ze, hep en em glemm.
Treuzi a ra an Itali ; pedi a ra en iliz Itron-Varia Loretta, en Asis, e-harz be sant Fransez.
D’an 3 a viz kerdu 1770, en em gav en Rom. E welet a rêr en ilizou ; pedi ra hep paouez ; evit lojeiz, en deus kavet eun toull en moger ar C’holize. Er bla war-lerc’h, e tizro da Loretta ; eur poz a ra en mene Gargan evit pedi an ôtrou sant Mikêl, eun all en Bari, evit pedi an ôtrou sant Nikolas, eun all en Kasin, evit pedi an ôtrou sant Beneat, eun all en Napl, evit pedi an ôtrou sant Janvier.
Gwelet a ra, evit an drede gwech, Loretta, Asis ha mene Alvern, hag ec’h a da Gompostel, da bedi sant Jakez, ha da Baray-Le-Monial, da bedi ar Galon-Zakr ; ac’hane e tizro da Rom (1774).