Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Ebrel
269
an den eurus anton neyrot

Pa goue eur beleg, an drouz a ra e lamm a zo gouest da rei da gredi e koue an holl veleien, rak an dud fallakr, dal ma kavont an tu, e ve mall gante youc’hal : « Setu aze petra eo ar veleien ! » Petra lavarfec’h eus eun divroad hag, o tremen dre Zantez-Anna-Wened, en defe gwelet eno eun den dall, hag a yafe goude da lavaret d’e genvroïz n’eus nemet tud dall en Bro-Wened ; ha, war digare m’eo-bet laeret en Landreger, a lavarfe goude n’eus nemet laeron en Bro-Dreger ? Lavaret a rafec’h, ha ne vefe ket re abred, eo diskiant an den-ze o varn kemend-all a dud diouz daou zen hepken. Setu penôs, koulskoude, e varner ar veleien. alïes awalc’h. Ha p’eo gwir e rêr kement a drouz endro da fazi eur beleg, an dra-ze a ziskoue pegen bras santelez a glasker digant an dud konsakret da Zoue, hag a ro da anaout pegen gwenn eo saë an Iliz, pa dôler evez, ken buhan ha ma rêr, eus an disteran pik du a ve warni.

Pa goue eur beleg, dever ar gristenien eo koach anezan ha pedi evitan. Beleien fall zo bet hag a vezo. Etouez an daouzek beleg beleget gant Jezuz-Krist, e oa unan. Mes n’eo ket o tispenn saë ar re zo dianket eo e lakfomp aneze war an hent mat, o koach aneze eo, kentoc’h. Sant Loeiz a lavare : « Ma welfen, Doue ra viro, eur beleg o koll e enor, e kemerfen ma mantel a roue d’e c’holo. ».




Unnekvet devez a viz Ebrel


Sant Leon ar Bras
Pab ha Doktor (440-461)


Sant Leon ar Bras
Sant Leon ar Bras


Ar pab Sixt III a varvas er bla 440. An Iliz a chomas eun devez ha daou-ugent hep pastor. Leon eo a oe hanvet, mes ne oa ket en Rom ; êt oa da Vro-C’hall da lakat an daou jeneral Aez hag Albinus d’en em glevet, evit ma vijent krenvoc’h da stourm ouz ar varbared. Eno eo en em gavas ar c’helou gantan. Dizrei a reas raktal d’e vro hag e genvroiz a reas d’ezan eun digemer dispar, d’an 29 a viz gwengolo 440.