Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
11 Ebrel
sant leon ar bras

Adalek ma oe azezet war Gador sant Per, n’eo ket labour a vankas d’ezan.

Bezan en devoe da stourm ouz heretiked, a glaske lazan gwriziou ar fe, hag ouz barbared a glaske dismantr kement bro ma tôlent troad enni.

I

An heretiked, briz-kristenien, an dizurz en o spered pe en o c’halon, pe ’barz an eil hag egile, a oa ganet asambles gant an Iliz hag a heuilhas anezi a-dreuz ar c’hantvejou, oc’h enebi outi, beb an amzer, hep gallout, tôl ebet, he diskar.

Herve Nestorius, en Jezuz-Krist e zo diou natur : natur Doue ha natur an den ; ha daou bersonach, personach Doue ha personach ar C’hrist. Mari, Mamm ar C’hrist, n’eo ket eta Mamm da Zoue.

En Jezuz-Krist, eme Eutyches, n’eus nemet eun natur hag eur personach ; Jezuz-Krist a zo Doue ha netra ken.

Nestorius a oe kondaonet en konsil Ephes (481).

Sant Leon eo a gondaonas Eutyches, dre eul lizer diwar-benn Mab Doue en em c’hrêt den, a oa ken kaer ha ken irez, ma n’helled e lakat kenver ha kenver gant netra nemet gant an Aviel.

Al lizer-ze a oe digemeret eus ar gwellan, gant ar c’houec’h kant eskob bodet en Kalsedoan (451), ha goude bezan klevet e lenn, e lavarjont : « Per en deus komzet dre c’henou Leon. »

II

Goude bezan deut a benn da drec’hi enebourien an diabarz, ar pab santel en devoe da stourm ouz enebourien an diavêz, ouz Attila hag ouz Jenserik.

Attila, roue an Hunned, lezhanvet Gwalen Doue, a zailhas war an Itali, gant eur bagad diniver a varbared kri ha goue ; kemeret en devoa kêr Akile ha beuzet en devoa anezi er gwad hag en tân ; laeret en devoa Milan ; kelc’hiet en devoa Pavi. An impalaer Valantinian III hag e lez, tec’het eus Ravenn, a oa ’n em serret en Rom. Impalaer, senatourien, pobl hag all a oa spontet holl ha ne welent nemet unan goest da vezan o zalver : sant Leon.

Setu eta ma teuas d’e gaout eun nebeut eus pennou-kêr d’e bedi, en hano an holl, da vont da benn hent d’Attila ha da gomz evite. D’an 11 a vezeven 452, eun nebeut beleien en e rôk, daou senateur, Orienus ha Trige-