Pevar miz a oa e oa en e bec’hed, pa deuas Doue da gemer true outan ha da rei d’ezan eur c’hras nerzus awalc’h d’e dennan dioutan.
Goude bezan gwennaet diou wech e ene en zakramant ar binijen, hag e vaget diou wech en zakramant an ôter, ec’h eas, gwisket gantan saë wenn e Urz, da gaout roue Tunis. Dirakan ha dirak eur bobl bras divent, Anton a ziskuilhas e fazi, a anzavas ne oa nemet ar relijion gristen da vezan gwir, hag a gomzas eus Jezuz-Krist en eun doare helavar meurbed.
Ar roue a glaskas, dre gaer ha dre heg, ober d’ezan dizrei war ar pez en devoa lavaret. Mes ar merzer a zalc’he start. Kaset e oe d’ar prizon ; epad tri devez e teuas tud, heb ehan, da glask e drec’hi ; mes ar merzer eo a oe trec’h. Kristenien a gave an tu da gas aluzennou d’ezan ; o rei a rê d’ar beorien, ha gant bara ha dour eo e vage e gorf a-benn e varo.
D’ar bempvet devez, ar barner a lakas e dennan eus e brizon hag e zigasas dirakan ; dre ne gave tu ebet d’e blegan, e roas urz da derri e izili outan a dôliou mein.
Kaset e oe war dachen e verzerenti. Eno, soudard kalonek Jezuz-Krist a goue d’an daoulin, a zav e zaouarn etrezek an nenv, a bed, hag er stumm-ze e oe flastret e gorf, d’an 10 a viz meurz 1460.
Ar Vuzulmaned a stlapas e relegou war eun tantad, mes ar flamm ne rejont nemet o lipat. Marc’hadourien eus Jen hag a oa neuze en Tunis o frenas hag o c’hasas gante d’o bro. Gloar ar miraklou a deuas c’hoaz da greski endro d’eze gloar ar verzerenti.
Ar pab Klemant X a roas urz da lavaret ofis hag oferen an den eürus.
E bardon a ve grêt en Rivoli, bep bla, d’an eil zul goude Pask, hag ar pez a gaer a zo da welet eno, eo gwelet epad ar prosesion, kerent ar zant, eur c’hant bennak aneze c’hoaz, o vale war-lerc’h e skeuden, gwisket en du, peb a c’holaouen gante en o dorn.
Ar beleg a zo savet uhel, ha, seul uhel eo savet, seul brasoc’h pa goue e ve e lamm. Pa gouezas an Ele, e kouezjont evit biken, rak evite n’eus pardon ebet.
Pa goue eur beleg, e c’hall en em zevel c’hoaz, pa gar, abalamour m’eo divent trugare an Otrou Doue en kenver an dud ; mes abaoue lamm Santan, a gouezas evel an tân eus barr an nenv, n’eus lamm ebet hag e c’hellfed da lakat kenver-ouz-kenver gant hini ar beleg.