Jezuz-Krist a ra d’imp en em drei ennan hag a vev ennomp. Au treo a zebromp a ’n em dro ennomp. Pa zebromp Doue, ni a ’n em dro en Doue, abalamour an treo a ’n em dro bepred, ar re disteran ane, ’barz ar re a zo an uhelan.
Hon c’horf, abalamour m’eo eus uheloc’h danve evit ar pez a gemer, a dro aneze ennan ; ar pez am eus debret a oa bara ; eur wech debret, e tro en kig hag en gwad.
Herve al lezen-ze, hon ene, abalamour m’eo an disteran, a ’n em dro en Doue, pa dostaomp ouz an dôl zantel.
Ne baouezomp ket da vezan ; chom a reomp er C’hrist, hag ar C’hrist a chom ennomp ; mes Hen eo a vev hag a ro bue.
Sant Augustin, eur pec’her bras en penn kentan e amzer, nebeut goude m’oa distroet ouz Doue, goude bezan bet pellaet dioutan epad blaveziou kaeran e vue, a gleve o tont eus an tabernakl ar c’homzou-man : « Cibus sum grandium, cresce et manducabis me : Me eo magadurez an eneou bras, kresk hag e c’helli dibri ac’hanon, mes ne laki ket ac’hanon da drei ennout, evel magadurez da gorf, te eo a vezo troet ennon ! »
Traou zo, ha p’o c’hemeromp, a grog en hon c’horf. Pa gommunier, Jezuz-Krist a grog en hon ene, a laka hon bue da drei en e vue, a laka hon zonjou hag hon lavariou da vezan henvel ouz e re, hag a ra ar burzud a embanne an abostol sant Pol, pa lavare : « Bevan a ran, a gredan, nan n’eo ket me eo a vev, Jezuz-Krist eo a vev ennon : Vivo, jam non ego, vivit vero in me Christus !
nton Neyrot a deuas er bed en Rivoli, en eskopti Turin. Yaouank-flamm oa c’hoaz pa c’houlennas digemer en manati Sant-Mark, en Florans, renet ken mat, en amzer-ze, gant sant Antonin.
Prest goude bezan grêt e dri le, e oe kaset d’ar Sisil hag e tigouezas gantan bezan tapet gant eun toullad laeron-vor a gasas anezan da Dunis. Ar paourkez den n’en devoe ket a nerz awalc’h da anzao e fe ; dont a reas, zoken, da nac’h Jezuz-Krist evit heuilh relijion Mahomet.