Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
9 Ebrel
an den eurus herman-jozef

A greiz e bedennou, en em lake da gomz, peb eil, ouz ar Vamm pe ouz ar Mab. Eur wech ma oa gantan eun aval, e kinnigas anezan ken koantik ha tra d’ar mabig bihan. Ar skeuden ven a deuas evel bue enni, hag ar Werc’hez, oc’h astenn he dorn, a zigemeras, gant eur mousc’hoarz tener, prof ar bugel dinam.

A nebeudou, e savas en kalon Hermanik c’hoant da vont da veleg. Gwasan oa, e gerent n’o devoa ket a êz d’e skola ; a drugare Doue, e kavas dor-zigor en manati Steinfeld, hag en doare-ze e c’hellas ober e studi. Eur wech beleget, pa veze ouz an ôter, e veze muioc’h henvel ouz eun êl eget ouz eun den.

Hiniennou a gave si ennan dre ma lake kalz amzer da oferennan. Tud a zo hag a ve en ofisou, muioc’h evit heuih ar c’hiz eget evit heuilh o c’hreden ; a zo ken berr o devosion ma kavont bepred re hirr an amzer a dremenont en iliz. N’eo ket souez, pa ne vezont enni nemet evel an azen hag an ejen a oa en kraou Bethléem, ne deu vad ebet en o ene, na diouz an ôter, na diouz an dôl zantel, mammennou ar vue, koulskoude, evit ar re a oar dioute.

Herman n’eo ket en doare-ze e c’hoarveze gantan ; dre dostât ouz Jezuz-Krist, e teue da vezan eun eil Krist, ha ken arru mat e oa gant ar Werc’hez Vari, ma n’en deveze diganti nemet ar pez a gare.

E genvreudeur, o welet pegement a garante a oa etre Jezuz, Mari hag hen, a lezhanvas anezan Jozef. Doue a zigasas d’ezan eleiz a glenvejou a c’houzanvas gant pasianted hag a greskas gened e ene.

Eun devez, unan eus e vreudeur a lavaras d’ezan : « Evidoc’h c’houi, n’oc’h mat da netra nemet da zibri ! »

Herman-Jozef, elec’h bezan anwazet gant ar ger-ze, a zonjas n’en devoa lavaret nemet ar wirione.

E zilhad, nemet e vijent dereat, a oa bepred mat awalc’h evitan. « Epad meur a vla, eme skrivagner e vue, n’hon deus gwelet pez dilhad neve ebet gantan ; gwell oa gantan dilhad koz, abalamour, emezan, ma oant skanvoc’h. »

War a lavarer, an Itron-Varia a zeskas d’ezan ar « Sub tuum », ar bedennig verr-ze en he enor, hag a zo breman anavezet gant an holl gristenien.

Mervel a reas er bla 1230.