Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Ebrel
265
an den eurus loeiz-mari grignion

————


KENTEL


Ar vagadurez a renk hon ene kaout eo Jezuz-Krist, en Sakramant meulet ra vezo en Oter


Ar vagadurez a ro Doue, daoust hag e gomzou eo, a gavomp er Skritur, pe en harz kador-brezeg hon beleien ?

Vad a reont, hep mar ebet, mes komzou Doue a zo evit hon ene ar pez m’eo an êr evit hon c’horf : elec’h hon magan, lakat ac’hanomp da gaout muioc’h mui a naon hag a zec’hed a reont, ha netra ken.

Ar vagadurez a ro Doue d’imp n’eo ket e gomzou eo : hen e-unan eo. Hen e-unan eo a ’n em ra mamm, evel a lavar ken brao sant Augustin, evit magan e vugale.

An doktor bras-ze, goude bezan skrivet geriou kentan Aviel sant Yan : « In principio erat Verbum. Er penn kentan e oa ar Ger. (da lavaret eo, Mab Doue), hag ar Ger a oa en Doue hag ar Ger a oa Doue », a gemer tro ac’hane da lavaret : « Ar Ger, Mab Doue, setu aze, emezan, magadurez an Ele er baradoz. Mes pelec’h eman an den hag a a zo gouest e galon da harz ouz eur vagadurez evelse ? He grenv eo diouzimp-ni, rak, pa vezo lavaret mat, ni etrezomp, tud, n’omp nemet bugale en kichen an Ele a zo er baradoz.

« Red eo e vefe troet ar vagadurez-ze en lêz, evit ma c’hellfemp ni he c’hemer. Ar vagadurez a dro en lêz o tremen dre ar c’hig. Ar vamm a ro da zibri d’he bugale ar bara he deve kemeret he-unan da gentan ; mes o vezan n’eo ket ar bara-ze diouz doare he bugel, e tebr anezan, e val anezan, e tro anezan en gwad hag en lêz. hag e ro anezan evelse d’he c’hrouadur

Ha setu penôs e teu Doue, en e furnez. d’en em rei d’imp, E Vab a zo en em c’hrêt en em guzet, goude-se, dindan ar bara hag ar gwin. Evelse eo en deus Jezuz-Krist ôzet bara an ele diouz doare an dud.




Navet devez a viz Ebrel


An den eürus Herman-Jozef
Beleg ( ***-1230)



Herman a oa ganet en Kologn, en eil hanter an daouzekvet kantved. E dud, pinvidik, amzer a oa bet, a oa kouezet en dienez. Herman a oa eur c’hrouadur dihun ; e blijadur oa bezan o pedi en iliz, dirak skeuden ar Werc’hez a zalc’he ar Mabig Jezuz war he barlen.