En em lakat a reas da rei misionou war bevennou Breiz, er Vande hag er Poatou. E gomzou, e oberou hag e zantelez a reas eur vad dreist-muzul.
En kement lec’h ma tremene, e save skoliou gant mistri ha mestrezed vat enne. « Rak, emezan, dre ar skoliou mat e leunier an ilizou, ha dre ar re fall o goullonterer. »
En kement lec’h ma roë eur mision, e lake sevel eur groaz evit derc’hel sonj ; en Pont-Chateau. war hent Gwened, e lakas sevel eur c’halvar gant an dud diwar-dro, a labouras warnan epad pemzek miz, goude bezan pemp pe c’houec’h kant bemde. Gwelet e vije eus a zaouzek leo tro-war-dro.
D’ar 14 a viz gwengolo 1710, e tleed o vinnigan ; eur mor a dud a dlee dont da ganan meuleudiou ar groaz ; mes enebourien an den santel o devoa c’hoariet dre zindan ; d’an drizek, d’abarde, e teuas difenn digant ôtrou ’n eskob an Naoned da vinnigan ar c’halvar neve ; nebeut goude, e teuas urz eus Paris, a-beurz ar roue, d’e freuzan.
Montfort a c’houzanvas ar brezel-ze a galon vat : « An Otrou Doue zo bet falvezet gantan ma gwelet o lakat sevel ar c’halvar-ze ; breman e lez e ziskar ; ra vezo binniget e hano santel ! Ma vije grêt diouzin-me, e padje keit hag ar bed ! »
Bet an evoa koulskoude ar misioner e vennad, rak ar c’halvar a oe adsavet er bla 1711, Diskaret gant an disparc’herien, er bla 1793, eo bet adsavet adarre, e kerz an naontekvet kantved, ha breman eo deut da vezan kaeran ha pinvidikan kalvar a zo war douar Breiz.
Montfort a zavas " Kompagnunez Mari " a oa enni beleien a dlee rei o bue o kelenn ar beorien. Pevar-c’hant bennak a oa aneze er bla 1906.
Sevel a reas ive Urz ar " C’hoarezed gris, " a oa 5.000 aneze er bla 1906, hag a dremen o bue oc’h ober skol d’ar beorien, pe oc’h ober war-dro ar re glanv en hospitaliou.
Daoust ma ne glaske nemet ober vad dre mac’h ee, biskoaz den marteze, ne gavas war e hent kement a dud da enebi outan, evel ma kavas Montfort, Bezan ’n evoe da c’houzanv en pep lec’h ma tremene hag eus perz pep seurt tud ; netra n’hellas e lakat da vont droug ennan, na da gaout kas ouz ar re a glaske trabas outan ; netra n’hellas e lakat, kennebeut, da fallgaloni, rak harpan a rê e galon ouz Kalon Jezuz, ha nerz an eil a dremene en egile.
A greiz rei eur mision en Sant-Laurans, e varvas, d’an 28 a viz ebrel 1716 ; n’en devoa ken nemet tri bla ha daou-ugent.